Tombeau de Greta G.

tombeaudegretagUr wech an amzer e teu keuz din eus ma studioù hag e fell din lenn traoù tro-dro d’ar sinema. E-kerzh ur prantad evelse em eus amprestet Tombeau de Greta G. Ur romant eo a ijin un tamm buhez Greta Garbo (digredus!) dre sell un den en defe bevet ganti. Faos penn-da-benn eo met traoù zo a zo gwirheñvel ha tudennoù anavezet all a vo gwelet (Von Sternberg da skouer). Plijet on bepred gant metoù ar sinema d’ar mare-se (abalamour d’an tu european marteze?), ijinañ tud vrudet evit o skeudenn ha hep mouezh… (Evit Greta Garbo e tremeno mat an traoù war an dachenn-se da c’houde daoust ma n’eus ket kaoz eus ar prantad-se tamm ebet el levr) Ma, a-benn ar fin e seblant din al levr un tamm evel ma seblant Greta Grabo d’an holl : yen, o klask kuzhat bepred. Brav ‘m eus kavet ha ket displijus da lenn met ne chom ket kalz a dra da c’houde. Un istor kontet un tamm en aner eo evidon. Na oa ket re hir setu n’eo ket grevus!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: