The Woman

The-WomanKlevet em boa komz eus The Woman e-kerzh ar bloavezh 2012, peogwir e oa bet un niverenn eus ar gelaouenn Mad Movies e-lec’h ma oa. Klasket em boa prenañ ar stumm gant an DVD met n’em boa ket kavet.
Evel-just em boa lennet ivez e oa bet kalz trouz tro-dro d’ar film, gwelet evel enep merc’hed hag all hag all.
Abeg ebet din da c’hwitout ur skignadenn er sinema neuze! ^^Bon, da gentañ tout, em eus gouezet warlerc’h e oa bet skignet just a-walc’h an DVD peogwir ne yae ket en-dro ar Blu-Ray er sal. Iskis a-walc’h e oa ar skeudenn ha ne oa ket dispar ar c’halite. Un tammig domaj (ur skignadenn aozet gant ur gevredigezh e oa, hañ).
Hir spontus ‘m eus kavet ar film. Gorrek ken-ken eo (ya, anzav a ran, pa vez gwerzhet ur film evel leun a wad ha tout e c’hortozan leun a wad ha tout! ><). E gwirionez n’eo ket tamm ebet ur film a-enep merc’hed, er c’hontrol, a-enep paotred a vefen techet da lârat ^^
Petra eo istor ar film? Hini un den a gav ur plac’h gouez en ur chaseal. Petra diviz ober? Bah, bac’hañ anezhi evel ur c’hozh loen! E familh na seblant ket souezhet kement-se hag an holl a gemer perzh er gefridi nevez-se. Aze dija, hon eus komprenet e oa sot an holl. Istorioù tort all a zo evel-just, met evit diverrañ : an tad a zo ur gwir bourevier sot-nay, an holl verc’hed a zo suj dezhañ (en e familh, anat, met merzet e vo ivez en e labour en un doare n’eo ket dre ret spontus, ha dreist-holl er fin, gant tudenn ar gelennerez o klask sikour ar verc’h, hag evel-just gant ar paourkaezh plac’h-gouez) hag emañ o teskiñ d’e vab d’ober memes tra tamm-pe-damm. Ar fin a zo euzhus a-walc’h, gant prantadoù digredus mik (“boys will be boys!”) hag un tamm re a wad (pe a gig pa lârin mat) marteze met un dial a-feson evit ul lodenn eus ar merc’hed. C’hoarzhadennoù (nervus?) a oa er sal met n’em eus ket kavet fentus tamm ebet.
Un toullad mennozhioù mat a zo er film, poltred euzhus ur familh digempouez penn-da-benn met un tamm pounner eo implij ar c’hanaouennoù hag a-benn ar fin, e oan o c’hortoz pe un dra en defe hegaset ac’hanon muioc’h pe un dra en defe spontet ac’hanon muioc’h. Blaz ar “se an hini eo hepken?” am eus bet e fin ar film…

Advertisements

Ur respont to “The Woman”

  1. […] Klevet em boa komz eus The Woman e-kerzh ar bloavezh 2012, peogwir e oa bet un niverenn eus ar gelaouenn Mad Movies e-lec’h ma oa. Klasket em boa prenañ ar stumm gant an DVD met n’em boa ket kavet.  […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: