The Messenger

THE-MESSENGERBen Foster… Evidon-me eo Russell da gentañ tout. Karet ‘m eus anezhañ, evel Claire, ha n’on ket bet gouest d’e bardoniñ. N’hallin biken ha na lâran ket an dra-se peogwir emaon o sellet en-dro eus trede bloavezh Six Feet Under. Ma, neuze em eus un draig gant Ben Foster, zoken en e filmoù all hañ daoust dezhañ kaout neuz nec’hus ha sod darn vrasañ an amzer ^^. Ouzhpenn-se ho peus soñj marteze eus ma frantad “filmoù o komz diwar-benn brezel Irak”, setu o welet The Messenger, n’em boa ket kalz traoù all d’ober estreget sellet!
Iskis-tre eo ar film peogwir e tiskouez deomp ur vicher na weler ket alies en arme hag er sinema (pe da bleder ket re gant-se a-benn ar fin) : ar soudarded a vez kaset da gas keloù marv reoù all d’ar familhoù. Gwelet e vo ur bern degouezhioù disheñvel neuze, tud dinervet, tud sioul, tud o ouelañ… Ha gwelet e vo ivez an daou baotr-se, un tamm kollet, rediet da gas keloù fall peogwir n’emaint ket o vrezeliñ gant ar re all.
N’ouzon ket mat petra soñjal, prantadoù brav a zo, n’am eus ket kavet hir ma amzer na netra. N’ouzon ket mat petra ‘oa pal ar film avat. Daoust hag ezhomm ez eus unan?

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: