Pee Wee’s Big Adventure

pee--wee's-big-adventureLaouen e oan o welet e veze skignet Pee Wee’s Big Adventure gant Arte e-pad ar c’houlzad Tim Burton a zo bet e-pad ar vakañsoù diwezhañ. N’em boa ket bet tro da welet ar film-se araok, unan eus ar re a chome din da welet neuze!
N’em eus ket soñj da vezañ gwelet kalz tra diwar-benn ar film-se e diskouezadeg ar sinemaoueg c’hall pa soñjan mat…
Un tamm istor a vo ret ober avat peogwir eo gwall souezhus ar film hirie an deiz : e gwirionez ez eo ur film gourc’hemennet gant Warner Bros, savet a-ratozh evit profitañ eus giz ar Pee Wee Herman Show a oa bras d’ar mare-se (deuet eo ar film er-maez e 1985). Un tamm start deomp kompren ha kaout an holl daveoù neuze (un abadenn evit ar vugale e oa).
Pee Wee a zo un doare den-bugel, ar pezh a blij dezhañ eo ober war-dro e varc’h-houarn. Laeret e vez digantañ un deiz bennak ha setu eñ neuze o kregiñ ur veaj a-dreuz ar Stadoù-Unanet…
Un ton skañv-tre a zo gant ar film neuze, an doare film a lako ar vugale da c’hoarzhin (ar re vras ivez!), moarvat evel an abadenn skinwel.
Plijet spontus on bet gant ar sonerezh (a anavezen mat dija) ha souezhet kentoc’h mat gant ar film : daoust m’eo un tamm hep penn na lost ez eo dudius ha fentus-tre. Un toullad frazennoù dispar a zo (en o-zouez evel-just “I’m a loner, a rebel.”) hag ur bed un tamm droch a glot mat gant ar pezh en deus savet Tim Burton war-lerc’h.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: