Panorama de l’enfer

panoramaenferUr wech an amzer e plij din a-walc’h lenn ur manga spont bennak (Spirale evel-just, pe l’école emportée m’ho peus soñj mat). Kirius a-walc’h e oan o tizoloiñ ur mangaka nevez a sav manga spont neuze. Panorama de l’enfer a zo un dastumad istorioù kontet deomp gant un arzour, a sav taolennoù spontus gant gwad… N’eus kaoz nemet eus traoù skrijus, tud gwallgaset, bugale a vez skoet gante, korfoù loened o vreinañ hag all. Buan on bet jenet muioc’h eget traoù all.
Dedennus eo memestra er fin peogwir e komprener a-benn ar fin ar pezh a felle da HINO Hideshi diskouez : ur sell war an armoù nukleel hag ar boan en deus-se degaset (ganet eo bet e 1946) hag ivez an trevadenniñ japanat (ganet eo bet e Sina!). Ar fin a zo plijus met na vir ket ouzhin da vezañ kavet un tamm re wadek ha re spontus a-benn ar fin.panoramaenfer2

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: