Marineman 1

marinemanSteve Ocean a zo un oseanologour (morologour?) brudet er bed a-bezh, gwelet e vez er skinwel en un abadenn diwar-benn ar mor ha loened ar mor (evel-just ma rafe un abadenn diwar-benn un dra all penn-da-benn e vefe fentusoc’h…). Un tamm brabañser ar paotr met jentil (piv a gavo an dave da Dr. Horrible er frazenn-mañ?). Un deiz bennak e ya da sikour tud o veuziñ. Dizoloiñ a ra an holl neuze eo gouest da zizalaniñ dindan an dour!
Un istor klasel spontus eo hini Marineman gant dizoloadenn un orin displijus, gevier bet kontet gant un endro sañset da wareziñ (an arme a vor amerikan amañ) hag all. Un aergelc’h skañv a zo, leun a livioù hag un tamm bugel gant kalzig fent. Ur c’homics plijus hag a zo tu da guzuliañ d’ar vugale (pe da lenn ganto) ! Ne vez ket kavet kement-se ken hirie an deiz 😉 MARINEMAN_

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: