Génération Pixels

Disney_Generation-PixelsGénération Pixels a zo un teulfilm bet skignet nevez zo gant Disney Channel. Kaoz a zo dreist-holl eus c’hoarioù evit an holl neuze met dedennus eo just a-walc’h peogwir e c’hoarian gant c’hoarioù evel-se hepken e vez gwelet an traoù dre sell familhoù gant un tad pe ur vamm c’hoarier(ez) hag ur bugel c’hoarier(ez). Klok a-walc’h eo an teulfilm, gant ur c’hil-sell war ar c’hoarioù kentañ (Pong, Pac-Man), an tudennoù bras (Mario, Sonic), kevredigezhioù ha lec’hioù a ginnig dizoloiñ istor ha/pe dazont ar c’hoarioù (mo5, Le cube) pep tra gant ali tud a studi/labour/grou traoù er bed-se (Warren Spector, Florent Gorges, Marcus hag all) hag ivez mezeien evit ul lodenn “arabat kaout aon” evit ar gerent n’anavezfent ket ar c’hoarioù video (un draig diwar-benn PEGI a zo ivez, paouezit da brenañ c’hoarioù 16+ d’ho pugale da Nedeleg ><).
Un teulfilm plijus ha savet mat eo, a chom klasel evel-just met a c’hall servijout evit eskemm etre ar rummadoù just a-walc’h. Un teulfilm a vo aes da gompren ha plijus da sellet evit tud e diavaez ar bed-se ivez.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: