Dielloù evit Genver, 2013

Gate 4

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on Genver 31, 2013 by geekezig

gate-4Echuet eo ar manga Gate, met anzav a ran n’hallfen ket displegañ deoc’h mat petra c’hoarvez el levrenn-mañ. En eil ha trede dija em boa pet poan gant an emgannoù. Hag un hir a emgann a zo, anat, el levrenn-mañ (n’eus mann all ebet zoken) ha kollet mik e oan etre an tudennoù hag ar c’haozeadennoù, n’on ket deuet a-benn da heuliañ.
Komprenet ho peus, kavet e vez kalz traoù a galite gwelloc’h e bed ar manga. Mont a ra, ne oa ket re hir, n’em eus ket kollet re a amzer… !

Flander’s Company – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags on Genver 28, 2013 by geekezig

flanders4Pevare bloavezh Flander’s Company a zo diazezet war un dra a blij din (c’hwi oar mat) : ar bedoù kenstur(?) !
Un Hyppolite hag ur c’h/Caleb all a erru er bed-mañ, pa ya hor re d’ur bed all. Er bed all-se eo renet Flander’s Company gant tad Cindy, Gladys n’eo na diot nag ur plac’hig ^^ ha dreist-holl ez eo implijidi an embregerezh gourharozed !
Dipitet on bet un tamm gant an istor-se a-benn ar fin met kalz-kalz fent a zo er bloavezh-mañ, c’hoarzhet ‘m eus e gwirionez ar pezh a zo plijus.
Echuiñ a ra an traoù ha sañset eo echu ar stirad (met memes tra e seblant digor a-walc’h e ken kas e fellfe d’ar skipailh krouiñ traoù en-dro gant tudennoù Flander’s Company).
Un toullad bonusoù plijus a zo en DVD, diwar-benn ar sonerezh da skouer.

Moonrise Kingdom

Posted in Filmoù with tags , on Genver 28, 2013 by geekezig

Moonrise-kingdomNe oan ket deuet a-benn da welet Moonrise Kingdom er sinema, peogwir ne yae ket en-dro staliadur nevez ar sinema evit ar filmoù niverel (O_O). Ranket am eus gortoz e welet e DVD neuze (ha n’on ket deuet a-benn d’e sellet war al lenner klasel, ret eo bet din sellet war ma urzhiataer… Satanazet pa lâran deoc’h…).
Evit ar re a anavez dija Wes Anderson ne vo tamm souezhadenn ebet er film-mañ. Barzhoniezh, fent, traoù digredus ha diamzeriet… Amañ e tremen an traoù war un enezennig er bloavezh 1965. Ur paotr anvet Sam a dec’h kuit eus ur c’hamp skouted da gavout Suzy. Poliser an enezenn, rener ar c’hamp, ar skouted all ha familh ar plac’h a zaio da glask anezho neuze, met un tempest a zo o tont ivez…
Sioul ha dous eo, brav an istor karantez etre Sam ha Suzy. Mankout a ra marteze un tamm follentez evit bezañ a live gant The Royal Tenenbaums pe The Life Aquatic with Steve Zissou met ur film koant eo ha prantadoù fentus-tre a zo (hag ur roll-serriñ dispar evit anavezout binvioù al laz-seniñ ^^).

Portal

Posted in C'hoarioù video on Genver 25, 2013 by geekezig

portaltitlAaaah, Portal. Ar c’hoarioù a zo karet gant kement a dud. AR c’hoari en deus lakaet ac’hanon da gaout ur gont Steam (gant an emdroadur a ouzer), e gwirionez. Ne oa pal all ebet da zigentañ. Portal neuze.
Ur meskaj iskis eo Portal, gant ur sell doare FPS (dre daoulagad an dudenn ma fell deoc’h) met n’eo ket ur c’hoari-tennañ (enfin geo, met komprenet ho peus, n’eo ket emgannoù/lazhañ).
Kregiñ a ra an traoù en ur sal eus labourvaoù Aperture Science (e-barzh Half-Life, ur gwir FPS ar wech-mañ, savet gant Valve ivez ez eus kaoz eus an embregerezh evit ar wech kentañ), bac’het omp ha rediet da heuliañ mouezh un naouegezh artifisiel (IA koa!). Un doare pemoc’h-Indez e vefomp neuze a-dreuz liveoù disheñvel.
Diazezet eo an doare da c’hoari war dorioù-porzh (?).  Ur benveg a zo ganeomp a-benn digeriñ dorioù-porzh, daou d’ar muiañ (unan glas hag unan orañjez) : ma krouan unan nevez e vez serret an hini kentañ. Tu ‘zo neuze da dizhout ul lec’h pell hag all. Tamm-ha-tamm e vo ret implijout an tizh (ma kouezher dre un nor-borzh e vo dalc’het an tizh dre an nor-borzh all, ar pezh a servij da dizhout lec’hioù pell-pell), hag ar c’huboù a zo e Aperture Science a-benn digeriñ dorioù, lakaat savennoù da vont en-dro… Tamm-ha-tamm ez eus dañjerioù a bep seurt ivez evel-just da lakaat ar c’hoarier da brederiañ war an doare da vont war-raok hep mervel.portal1Dre vras e vez komprenet buan petra/penaos ober met a-wechoù n’eo ket anat (evidon ne oa ket da vihanañ ^^). Biskoazh n’em eus c’hoarzhet kement en ur c’hwitañ un dra bennak ha ral eo e vefen bet digalonekaet peogwir e ouien petra ober, met gouzout a raen e oan re c’horrek/ne dennen ket el lec’h mat h.a. (ne lârin ket pegeit am eus kollet e liveoù zo…)
(War memes patrom ez eus tu ivez da goll kalzik amzer da c’hoari d’ober traoù droch evit gwelet petra ‘raio ^^)
Diskouez a ra splann pegen soñjet mat eo ar c’hoari hag a chom ur blijadur bepred. Berr-tre eo ar c’hoari (6 live ouzhpenn ha “daedennoù” a zo ouzhpenn met n’em eus ket kemeret amzer d’o ober c’hoazh).
Komprenet ho peus dija e oa ur c’hoari soñjet mat, met un istor a zo ouzhpenn ! Ne gontin ket re met ar fent (du) a zo kaoz moarvat eus brud ha berzh ar c’hoari. Daoust ha n’eo ket an holl sod gant GLaDOS, o c’hortoz da belec’h emañ o kas ac’hanomp ha peseurt frazenn nec’hus a lâro ar wech a zeu? ^^
N’eus si ebet d’ar c’hoari e gwirionez hag anat a-walc’h eo kompren perak eo deuet da vezañ ur c’hoari ken brudet/karet. Ur must ma ‘z eus unan!

Carnets de voyage : le Japon

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Genver 25, 2013 by geekezig

Ur rummad dedennus eo “carnets de voyage” embannet gant gédeon. Kinnig a reont teulfilmoù “beaj” dre sell un treser. Ar film-mañ diwar-benn bro Japan a ginnig treuziñ ul lodenn eus enezenn Honshū (enezenn vrasañ Japan) gant Olivier Martin. Sevenet eo bet gant Laurent Joffrion ha n’eo ket Joffrin, me ‘oar ho peus soñjet eveldon.
Mont a ra an tresour (a vev abaoe 2 vloaz e Kyōto) da lec’hioù klasel an douristelezh : Miyajima ha kêriadennoù hengounel (pesketa, tiez gwarezet hag all) araok echuiñ e Tōkyō. Klasel a-walc’h eo met brav ar skeudennoù ha plijus an degouezhioù krouet abalamour ma tres. Ur bern tud a chom da sellet outañ, darvoudoù fentus ha plijus neuze.
Skignet e oa bet war e 2007 Arte ha tu ‘zo d’e welet war Arte VOD.

Julie & Julia

Posted in Filmoù with tags on Genver 25, 2013 by geekezig

Julie-JuliaDiazezet war istor Julia Child hag hini Julie Powell eo ar film. Julia Child a zo bet o teskiñ keginat e Pariz hag he deus savet al levr-kentañ diwar-benn ar gegin c’hall evit saoznegerien (just goude an eil brezel bed). Julie Powell a zo ur plac’h a zo bet o terc’hel ur blog-kegin e 2002 : en ur bloaz he deus keginet holl sekredoù kegin (524 memes tra!) levr Julia Child Mastering the Art of French Cooking.
A bep eil e vez gwelet an div vaouez neuze. Unan o teskiñ keginat e-touez paotred, en ur vro estren dezhi ha goude-se o stourm evit sevel hag evit ma vefe embannet he levr. Eben o klask ur pal d’he buhez, o vezañ digalonekaet pe get, o c’hwitout traoù zo, dont a-benn traoù all hag all. Ur film dudius ha fentus eo (ha kentoc’h kalonekaus evit an dud a dalc’h blogoù ^^). Ouzhpenn-se e plijo sell Julia Child war ar c’heginañ d’ar vretoned : eviti ne vez lakaet re a amann gwech ebet. Re wir. 😀

Le pantin sans visage

Posted in Levrioù bannoù-treset on Genver 25, 2013 by geekezig

Le-pantin-sans-visageUr raktres dedennus eo hini Aalehx gant Le pantin sans visage. N’em eus ket bet tro da selaou ouzh ar bladenn na da welet an abadennoù a ginnig an arzour, met e levr a zo brav-tre dija hag a ro c’hoant tañva d’ar raktres en e bezh.
Ul levr bannoù-treset mut eo Le pantin sans visage (evel e dudennoù). Tremen a ra an istor en ur bed iskis e lec’h m’eo difennet d’an holl kousket, evit chom hep hunvreal. Heuliet e vo ur paotr-margodenn o klask tec’hout rak soudarded koad ar roue gant sikour ur plac’h-vargodenn.
Brav eo an tresadennoù ha kontet an traoù en un doare efedus. Klasel a-walc’h ar gontadenn met leun a varzhoniezh eo ha plijus da lenn. Ur blaz Tim Burton a zo un tamm gant an hollad. Ur raktres a-feson! Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h…
(Amzer ‘m eus bet da selaou un toullad tonioù ha n’int ket fall, lakaet en deus ac’hanon da soñjal e Dionysos un tamm gant ur vouezh e-giz hini Saez. Sur on e vefen bet sot-nay gant seurt oberenn pa oan el lise ^^)
Laouen e vefen o vont da selaou/welet un abadenn e gwirionez!
pantinsansvisage

%d bloggers like this: