Indie Game : The Movie

indie-game-the-moviePrenet ‘m eus an HIB 7 dec’h peogwir e vezan levezonet diouzhtu. E-barzh e vez kinniget an teulfilm Indie Game the Movie, a felle din gwelet (e-touez gwellañ teulfilmoù 2012 a-hervez! ^^).
Da gentañ tout e lâran trugarez vras da vezañ kinniget ar film e 1080p, un drugar eo bet e sellet war ur skramm skinwel HD, evel forzh peseurt film a galite. 🙂
Ar film a zo savet o heuliañ darvoudoù zo (Super Meat Boy o tont er-maez war an XBLA da skouer), heuliet e vez meur a grouer c’hoarioù dizalc’h gant atersadennoùigoù. Klasel.
Lennet em boa e oa ur spered “enep c’hoarioù bras” a zo un tamm hegasus gwir eo. Met e gwirionez ez eus div frazenn a seurt-se er penn-kentañ ha goude ez eus kentoc’h kaoz eus spioù/doanioù an dud a grou un dra bennak, a lak o amzer, pep tra a-gostez a-benn sevel un dra bennak. Ur film diwar-benn braventez (pe get) ar c’hrouiñ eo. Chom a ran un teulfilm “amerikan” (Kanadian eo), evel-just ez eus klichedoù ha frazennoù un tamm “spontus” a seblant lu (ar re meneget just araok lakaomp). Ur bern tud a lennan o klemm war an tu melo/self made men a zo er film. Gwir eo ne vez desket netra diwar-benn penaos e vez graet ur c’hoari. Gwir eo e seblant graet ar film evit fromañ ar seller (sur a-walc’h on spontus simpl met brav ‘m eus kavet met ar skeudennoù “na servijont da netra”…). Met anzav a ran n’em eus ket sellet ouzh ar film evel un dra kelaouiñ (ur bern teulfilmoù n’int ket, kelfilmoù vefent d’ar mare-se) pe evit deskiñ traoù.
Marteze n’on ket bet hegaset peogwir ne c’hortozen netra ispisial diwar ar film? Marteze am eus kavet dedennus peogwir n’em boa ket heuliet kement-se istorioù ar c’hoarioù-se? (Lennet ‘m eus e oa ur film evit faned McMillen. Ma. Na ouien ket ma-unan, n’em eus ket bet tro da c’hoari d’e c’hoarioù c’hoazh… N’am eus c’hoariet da c’hoarioù ebet meneget er film zoken, daoust din kaout c’hoant c’hoari da v/Braid ha Fez bremañ ^^) N’ouzon ket penaos displegañ met kavet am eus dedennus selaou ar grouerien-se o komz, santout o nec’h, gwelet o sioù (anat!). Na gavan ket Phil Fish euzhus, er c’hontrol (n’ouzon ket penaos en deus graet zoken ><). D’am meno eo honest ar baotred, sur eo n’int ket gwall dilorc’h avat. Gwir a-walc’h eo neuze farsadennoù Usul tro-dro d’ar film. Ha neuze? ^^
Bon, setu, ar re a glask ur film diwar-benn ar c’hoarioù dizalc’h na gavfont ket dre ret dedennus. An dud a glask ur film diwar-benn santadoù krouerien dizalc’h a c’hallo bezañ dedennet (me ‘zo sur en defe gallet ar film komz diwar-benn skrivagnerien pe sevenerien pe me oar me).
Ha geo, souezhet on bepred gant pouez an XBLA e Amerika an Norzh. Ma-unan on? ^^
(Hizivaat a rin marteze un deiz bennak, peogwir emaon o paouez lenn ez eus tu da gaout ar film gant displegadenn paotred Super Meat Boy pa seller anezhañ dre Steam. Domaj eo na vefe ket bet kinniget evit an holl, aze na gomprenan ket mat.)

Advertisements

2 Respont to “Indie Game : The Movie”

  1. Yay, plijus (ha fromus, a-wechoù) an teulfilm, ‘zoken ma ne vez ket desket kalz a draoù, ‘vel ma lâres.
    Marteze eo un tamm domaj ne vefe komzet nemet diwar-benn daou pe dri c’hoari (pe “strollad diorroiñ”, kentoc’h). Ne vez ket komzet kement-se eus Braid ouzhpenn, keñveriet gant an daou all.
    D’am soñj eo lakaet en a-raok an XBLA dre m’eo bet savet ar c’hoarioù kinniget evit ar stumm-se dreist-holl. Sur ‘walc’h eo disheñvel an traoù gant c’hoarioù “PC Only” evel Legend of Grimrock pe Torchlight (da skouer).
    Doare diorroiñ Minecraft a dle bezañ dedennus ha disheñvel mat eus ar pezh ‘vez gwelet er film ivez.
    Met ‘vel ma lâres ivez, istorioù evel-se a vez adkavet evit raktresoù sevenadurel all, ‘zoken ma vez traoù ispisial d’ar c’hoarioù video dizalc’h d’am soñj (istor ar bugoù evit ar c’hentañ demo, argh >.<)
    Hast am eus e vefe embannet Fez war PC bremañ ^^ (Braid (ha Super Meat Boy) zo plijus-mat ivez !)

    (Iskis (ha dipitus un tamm) istor displegadennoù an Team Meat… :/)

    • Ya, fromus eo gwir eo!
      Gwir eo ne vez ket gwelet kalz Braid (nag e grouer) daoust dezhañ lârat traoù dedennus-tre.
      Yep, anat! Met gwir eo e ra amerikan-tre gwelet un XBox e pep ti ^^
      Forzh penaos ne gav ket din e vefe bet c’hoant gant ar sevenerien komz diwar-benn an holl doareoù c’hoarioù a zo. Meur a film a vefe ezhomm ^^ Marteze e roio c’hoant da dud all komz diwar-benn reoù all just a-walc’h? Piv oar.
      Evel-just ez eus kaoz eus kudennoù herverk eus ar c’hoarioù video dizalc’h, met frazenn Tommy Refenes a lâr “me ra c’hoarioù video evel ma skrivfe unan all peogwir eo se a ouian ober” a zo se penn-da-benn. Me gav e tiverr ar film hag ar sell a zo bet dibabet.
      (Tout istor ar PAX a oa spontus forzh penaos ><)
      Yay! Laouen e vin ivez o tizoloiñ c'hoarioù bihan Edmund McMillen (dreist-holl hini ar planedennoù *.*) 🙂

      Boarf, war memes tro n'eus ket tu da glemm re, ne oa redi ebet da ginnig ar film er Bundle. Ha ni a c'hall selaou diouzh ar displegadennoù gant hon alc'hwez Steam. Met bon, kenkoulz e vefe kinnig adalek ar penn-kentañ. Iskis eo. (Marteze o deus bet da zibab etre skeudenn ha bonus? ^^ Pe neuze n'o deus ket bet ar gwir met se 'zo iskis ivez… Ma!)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: