Les Mondes de Ralph

lesmondesderalphSoñj ‘m eus c’hoazh em boa gwelet bomm-bruderezh Les Mondes de Ralph araok mont da welet Rebelle, an hañv tremen. Souezhet bras e oan bet ha ma soñj kentañ a oa bet “met peseurt kementad arc’hant a zo bet lakaet evit kaout ar gwir da implijout kemend all a dudennoù?” Dreist da se e felle din gwelet ar film!
Les Mondes de Ralph a dremen e bed ar c’hoarioù video (sell ‘ta!), Ralph a zo tudenn drouk ar c’hoari “Felix Fix it”, abaoe 30 vloaz emañ o labourat hag erru eo skuizh un tamm. Unan eus istudennoù ar c’hoari a lâr dezhañ e vo degemeret mat ma teu a-benn da zegas ur vedalenn, evel ma rank unan jentil ober. Mont a ra neuze d’ober un dro e c’hoarioù all…
E gwirionez eo klasel kenañ red istor ar film, un doare Toy Story e bed ar c’hoarioù video. Setu ur rekipe kazi disi (evidon)! Brav eston ar skeudennoù, plijus an daveoù (hep bezañ pounner, ur bed (pe meur a hini) a zo bet ijinet memestra), fent, tammoù fromus… Evel-just e chom ur film evit ar vugale, moutig ha jentil. Un tamm “aes” eo an dibab e-keñver kanaouennoù marteze (met ijinañ a raer penn-da-benn seurt traoù en ur sal c’hoari pe e-barzh bruderezh evit c’hoarioù!). Un toullad prederioù a zo ouzhpenn evit ar re o deus c’hoant (bam Felix dirak ar serjant Cahloun “mais c’est de la HD! Votre visage… Vous êtes si belle!”, giz ar retro-gaming, nec’h Vanillope “Et si les gamers m’aiment pas?”, al liveoù dilezet hag all hag all.) a ziskouez teneridigezh, doujañs ha karantez ar skipailh evit ar c’hoarioù video hag an istor o deus krouet tro-dro.

PRESS START

Advertisements

Ur respont to “Les Mondes de Ralph”

  1. […] ho peus ne oa ket bet plijet kement-se gant Frozen. Met plijet e oan bet kalz gant Les mondes de Ralph! Anzav a ran e plije din spontus bomm-bruderezh Big Hero 6, gant an en-dro heñvel eus Tokyo hag ar […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: