Dark Shadows

Dark ShadowsHegaset e oan bet gant bruderezh Dark Shadows (hag an dud a vire ouzhin da sellout ouzh an diskouezadeg abalamour dezhi, er filmaoueg c’hall…) ha ne oan ket bet o welet ar film er sinema. Implij sonerezh T-Rex evit ur film a seblante savet war farsadennoù bet gwelet kant gwech dija… Nann!
Ma, ur wech kavet ar film el levraoueg avat e oa un afer all… Petra am boa da goll?
Buan-ha-buan, istor un den a vez mallozhet gant ur sorserez a gare anezhañ. Dont a ra da vezañ suner-gwad ha douaret ez-vev e fin an XVIIIvet kantved. E-kerzh labourioù e vo digoret e arched, e 1972…
Kalz fent a zo er film ha n’eo ket tamm ebet an traoù a oa bet lakaet er bomm-bruderezh an traoù fentusañ. Evel boaz e ra Tim Burton un doare meskaj eus ar pezh en deus bet graet dija : un dudenn na gompren ket ar bed tro-dro dezhañ (Edward), ur sapre labour war al livioù, traoù faltazi a bep seurt… Traoù zo a zo hegasus, anat, traoù all kentoc’h kavet mat. N’eo ket echu gant e dech ober un doare ludresadenn eus e oberenn met evit ur wech n’on ket bet dipitet spontus, souezhet a-wechoù zoken. Gwell-a-se!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: