The Hobbit : An Unexpected Journey

The Hobbit: An Unexpected Journey … one embargo to bind them.Tremen a rin dreist ar sapre degouezhioù a zo c’hoarvezet evit gwelet ar film hag e-pad ar film zoken ^^” (an darn vrasañ ac’hanoc’h a oar)
N’em boa gwelet kazi netra na lennet mann ebet diwar-benn The Hobbit. Anat e oa avat e oan o c’hortoz ar film evel ma c’hall forzh peseurt fan ober.
Me oar dija ez eus bet tud dipitet gant an tammoù heñvel eus tammoù Lord of the Rings, evidon e oa kentoc’h daveoù (na oant ket soutil, met n’eo ket grevus) evit ober plijadur deomp. Adkavet e vez tudennoù zo, lec’hioù pe gweledvaoù, tonioù adkempennet. Ha tudennoù nevez, tonioù nevez hag all. Na gomprenan ket an dud a lâr eo re hir ar film, ur bern traoù a c’hoarvez hag amzer a zo da gontañ an traoù sioul. A-ziwar azasadenn al levr, anat eo n’eo ket heñvel pep tra, traoù tennet, traoù ouzhpennet, met ar film a gavan efedus, fentus hep bezañ pounner, teñval hep ober aon (The Hobbit o vezañ “muioc’h evit ar vugale” neketa?), kempouez evidon-me. Dispar ‘m eus kavet Martin Freeman, dreistordinal Andy Serkis (Gollum gwiroc’h c’hoazh evit araok). Ar pezh en deus displijet din ar muiañ marteze e oa an efedoù ispisial, kalz re anezho (evit al loened dreist-holl). Mod all e gwirionez ne welan ket perak e yafen da glemm p’am eus bet kalz plijadur o sellet ouzh ar film ^^
An 3D a oa skañv-skañv (tennet ‘m eus ma lunedoù meur a-wech ha kazi spis e oa ar skeudenn hep al lunedoù), d’ur mare zo em boa ankouezet e oa ur film e 3D zoken.
Laouen bras e vin o tistreiñ d’e welet evit gwelout petra eo an HFR (High Frame Rate) a-benn ar fin, peogwir em eus dibabet e welet e saozneg da zigentañ. Ah!

[Hizivadenn 29 a viz Kerzu] Bet on neuze d’e welet gant 48 skeudenn dre eilenn. Iskis kenañ eo bet an div vunutenn gentañ (pe nebeutoc’h), evel ma welfenn ur film o vont re vuan. Adalek tagadenn Smaug avat e oan kustumet dija ha kalz kreñvoc’h eo bet ar “soubidigezh” er film, dreist-holl e-pad an emgannoù, evel ma vefe efedusoc’h an 3D (merzet ‘m eus traoù n’em boa ket gwelet ha “santet” traoù all. Tagadenn Smaug a seblant din bezañ ouzhpenn un istorig evit displegañ tudenn Thorin, ur gwir bruderezh evit an HFR adalek er penn-kentañ eo, biskoazh n’em eus ur santad ken kreñv da vezañ er film, e kreiz an dismantroù, ar moged, ar maen o kouezhañ… *bamet c’hoazh*). N’ouzon ket mat perak.
Nul SPONTUS eo ar stumm galleg avat, ur vezh ! N’on ket souezhet n’en defe ket plijet ar film da dud ‘zo m’o deus e gwelet e galleg. *kridienn*
An efedoù ispisial am boa kavet un tamm iskis ar wech all (aha, ne lâran ket pep tra, gwelet ho peus!) re “welus”/faos n’am eus ket kavet direnkus tamm ebet aze, Azog da zigentañ. N’ouzon ket m’eo liammet gant an teknik pe gant ma sell o tiwall diouzh traoù all… Spis kenañ eo ar skeudenn, bravoc’h ha splannoc’h al livioù ha c’hoazh bravoc’h ar gweledvaoù (torr-penn eo c’hoazh an efed “oabl Titanic” memestra, se na cheñcho ket ‘m eus aon) ! Gwir eo neuze e seblant traoù zo faosoc’h c’hoazh (“re vrav”, re lipet (un tamm evel fals-teulfilmoù en tele) a-wechoù, e c’hall seblantout) met evit ar gweledvaoù da skouer em eus kavet e rae kalz gwiroc’h a-drugarez da-se just a-walc’h…
Keuz bras ‘m eus na vefe ket bet skignet Avatar evelse memestra! ><
Spi ‘m eus e vo skignet ar filmoù a-zeu e YO hag e HFR neuze peogwir on bet kendrec’het a-walc’h !
Goude-se e kuzulian ar stumm 48 fps d’ar re a zo dedennet da welet petra cheñch/penaos eo, n’ouzon ket m’eo dedennus-tre evit an dud all (dreist-holl evit reoù o deus c’hoant e chomfe glan o divskouarn).
(Ya, hiroc’h eo ma hizivadenn evit ar pennad orin. Ha neuze? :D)

[Hizivadenn 10 a viz Kerzu 2013] Tro ‘m eus bet da welet stumm “hir” ar film e DVD. N’eus ket kalz tra ouzhpenn ha netra a cheñchfe an istor. Div ganaouenn ouzhpenn a zo, hiroc’h prantadoù/kaozeadennoù zo. E gwirionez ez eo kentoc’h ouzhpennadennoù farsadennoù pe traoù skañv a greñvaa an aergelc’h. Plijus met ar film e stumm sinema a oa mat-kenañ dija.
Un hizivadenn all marteze diwar-benn ar Blu-Ray ha/pe ar bonusoù!

Advertisements

4 Respont to “The Hobbit : An Unexpected Journey”

  1. Skeudennoù brav. Senario kamm un tamm. Spered oberenn Tolkien eee hini LOTRO ya. Re a draoù cheñchet.
    D i p i t e t
    na !

    LENNIT AL LEVR 😀

    • Ya, anat eo ret lenn al levr! (pe adlenn !)

      Pezh a zo, me gav e teu bravoc’h ur film a cheñch kalz traoù met a zeu da vezañ ur film mat. Ha n’eo ket un doare diverrañ eus al levr divlaz (Hunger Games, hañ?). Se eo azasaat evidon. Met me oar ez eus ur bern tud a soñj disheñvel 🙂

  2. […] petra cheñch e gwirionez, neuze na rin ket ur pennad hir spontus diwar-benn-se, echu gant kleñved Bilbo ) Santet e vez plijadur DiCaprio da c’hoari un den drouk ha sod, ha daoust dezhañ mont re […]

  3. […] e oan bet gant The Hobbit warlene, gant plijadur on bet o welet an eil lodenn neuze, dreist-holl e veze skignet e yezh orin […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: