Le carnet de Théo 2 – Chacun son style

lecarnetdetheo_chacunsonstyleEil levrenn Le Carnet de Théo a zo savet war patrom an hini kentañ. Goude un diveradenn eus hañvezh Théo (disparti he zud, dilojadeg hag all) e vo heuliet he bloavezh-skol en he lise nevez.
Da zigentañ on bet spontet gant ar soñj em boa eus al levr kentañ, evidon e oa deuet Sîn da welet anezhi hag ez on bet souezhet bras gant penaos e oa an traoù eviti aze el levr. Ijinañ a reer ar pezh a fell deomp… ^^
Bepred ken fentus eo ton al levr, gant tudennoù nevez ouzhpenn (Hermione, a vo donnoc’h evit ma tiskouez bezañ, Charlie am eus kavet dispar adalek ar penn-kentañ hag a vo c’hoazh da zizoloiñ moarvat, Julian…). Un toulladig fazioù am eus kavet (sinoù evit kas d’ar c’heriaoueg ha ne oa netra e-tal pe c’hoazh ur gudenn tro-dro d’un devezh gouel. Moarvat un eskemm etre 1añ a viz Ebrel ha 1añ a viz Mae), traoùigoù met a seblant drol evit un embanner ken bras ha Rageot.
E gwirionez, ul lodenn vat eus an istor a zo diazezet war “couchera? couchera pas?” (evel ma lâr an dudenn) hag goude ur mare e teuer da vezañ evelti o c’hortoz keloù gant Sîn, kaoc’h ki!
O farsal emaon, ur bern traoù all a zo en istor, he dibaboù dazont (peseurt 1añ klask dibab), dizoloadennoù diwar-benn buhez personel Takeshi hag all.
Ma, ken skañv hag efedus bepred, evel ur shojo savet mat 🙂 C’hoant ‘m eus da lenn ar peurrest diouzhtu!!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: