Reflets dans un oeil d’homme

refletsdansuneildhommeKentel : na brestit ket ul levr d’ul levraoueger(ez). ^^ Prestet e oa bet din al levr-se ha ankouezet en tu bennak, lakaet traoù war-benn, chomet dindan ar poultr. (Padal am boa bet amzer da lenn traoù all, mod all na vefe bet pennad ebet amañ…) Nevez-zo eo bet goulennet diganin al levr en-dro… Hiñhiñ. Prometet ‘m eus e lenn araok fin ar bloaz (fin ar bed). Dav dezhi! (Ha graet e korf eizhtez! Nebeutoc’h, zoken)

Reflets dans un oeil d’homme a zo bet skrivet gant Nancy Huston. Reoù zo ac’hanoc’h a anavez anezhi marteze, me ne raen ket. (Netra da welet gant Whitney peogwir ne vez ket skrivet e memes stumm :p) Ur studiadenn he deus skrivet diwar-benn sell ar baotred war ar merc’hed neuze. Evel loen evel-just hag an emdroadurioù nevez, an traoù kontrol mik d’an natur a zo er gevredigezh… En un doare biologel n’haller ket lakaat war memes live ur bar hag ur barez, anat. Perak ‘ta e klasker kuzhat an diforc’hioù-se, betek re a-wechoù? Setu ar pezh a ginnig ar skrivagner studial, a-dreuz lennadennoù he deus graet ha traoù hi deus bevet, dre chabistroù berr (bugaleaj, krennardiezh, h.a.). Kevredigezhioù ar c’hornog a zo kaoz amañ dreist-holl.
Seblantout a ra a-enep krenn d’ar “gender studies” (fentus eo, peogwir ez eus bet kaoz diwar-benn-se dres pa oan kroget da lenn al levr). N’on ket a-du ganti pa lâr ez int anatabeg. Marteze e ya mennozhioù zo re bell met n’eus tu ebet da lârat ne servijfent da netra hag e vefent dañjerus (ya, lârat a ran-se peogwir em boa kavet dedennus kenañ ar c’hentelioù diwar-benn-se e kerzh ma bloavezh aotregezh sinema. Kentelioù aozet gant… ur c’helenner). Studiadennoù, prederioù int, da zigentañ. (Komz a ra eus ar sell am eus me, a-bell, gant sell un norzh Amerikanez moarvat ez eo disheñvel hag e komprenan). E gwirionez, e komprener perak eo a-enep krenn e-kerzh klozadur al levr (un afer program skol a vefe bet cheñchet?), perak ‘ta n’he deus ket lakaet-se en digoradur?!
Lârat a raen “oh, n’hallin ket bezañ feuket, n’em eus kredenn don ebet” AHAHAHA. Paourkaezh plac’h (an den en deus prestet din al levr a c’hall ijinañ war beseurt ton lenn ar frazenn-mañ :D).
Adalek ar chabistr kentañ e oan nec’het dija gant prederiadennoù dic’hortoz, doare “marteze n’on ket yac’h a-walc’h evit treuzkas gouenn mab den”. “Da betra servijan peogwir n’emaon ket oc’h ober war-dro dazont ar ouenn?” Un doare iskis da gregiñ ganti.
War memes tro n’haller ket kennebeut sellet ouzh mab-den evel ur bronneg evel ar re all. Kalzig fent a zo gant ar skrivagnerez ha komz a ra diwar-benn ur bern skridoù a ro c’hoant da vont da glask pelloc’h.
Dedennus ‘m eus kavet al lodenn diwar-benn an dilhad (ar c’hoari, ar sell). Ar pezh a zo, ma c’hoari ur plac’h da vezañ unan all evit selloù ur paotr (pe paotred), perak ‘ta n’eus nemet merc’hed all evit lârat m’eo mat pe get? (skouer euzhus ar skrivagnerez gant familh he gwaz) Perak ‘ta hon eus fiziañ e barnedigezh ur plac’h all? Dre beseurt burzhud e c’hall ar merc’hed sellout outo o-unan hag ouzh ar merc’hed all gant sell ur paotr, pe ar pezh a gav dezho eo sell ur paotr?
Tizhet an hanter tamm-pe-damm ez on bet hegaset avat gant techoù ar skrivagnerez : implijout “c’hwi” evit komz diwar he fenn, ha lakaat evelse an holl merc’hed d’he live, implijout skouerioù un tamm aes pe na zegasont netra (buhez Jean Seberg, geh?). Adalek ar mare-se em eus santet ur sorc’henn evit levezon ar vugaleaj war dazont unan bennak a gaven poanius ha re a dave da memes doare tud (arzourezed a zo n’em zistrujet). N’on ket sur e vefent skouerioù mat hag hollvedel.
E gwirionez ez on bet feuket gant ar prantad a lak da grediñ ez eo tonket ar merc’hed da c’houzañv abalamour d’o braventez. Ar skouerioù a ro… a lake ac’hanon da soñjal e oan divalav mezh evit chom hep gouzañv >< … (self-eestem down to 0%)
Dedennusoc’h eo an traoù er fin, pa tistroer davet ar skeudenn (a oa bet dilezet un tamm e gwirionez!) evit komz diwar-benn pornografiezh ha gasterezh (ha traoù all ivez). Amañ ez eus selloù paotred a zo kalz donoc’h hag a zegas muioc’h a draoù eget tonkadurioù spontus ar paourkaezh merc’hed re goant (-.-“).
E gwirionez e kavan gwan ar skrid abalamour na zispleg ket ar skrivagnerez he soñj tro-dro d’an tammoù skridoù a zegas a-wechoù, o laoskel al lenner un tamm souezhet pe damsur. Skouerioù all a ya kalz re bell (istor deskadurezh ar merc’hedigoù a gas da istorioù doare “poupiged skornet”… Nann.) met reoù zo avat a zo kavet mat (hini ar “servij broadel gast” (pep plac’h a rankfe bezañ gast e-pad ur bloaz araok kenderc’hel gant he buhez) anat eo en ur lenn-se n’haller ket lârat eo gast ur vicher evel ar re all).
Ma, anat eo ez eus kalz boued spered el levr, ha daoust din da vezañ bet hegaset (ha nec’het!) gant traoù zo, techoù zo, dibaboù skrid pe stil n’eus ket tu da lârat na vefe ket dedennus.

(Ya. Pa lennan traoù sirius e rankan skrivañ pennadoù hir spontus.)

Advertisements

4 Respont to “Reflets dans un oeil d’homme”

  1. Fañch Ikacheuc'h Says:

    Ya, gwelout a ran war peseurt ton.
    Gwir eo eo un tammig randonus al lodenn war ar merc’hed koant tonket pe da c’houzañv pe da dennañ gounit eus o c’hened.
    Evit diverrañ e lavarfen eo ar pouezusañ en he levr ar fed e klask talañ ouzh un tech a zo gant stourmerien zo evit gwirioù ar merc’hed. Klask bezañ ingal/heñvel war pep tra, ar baotred ne c’hellont ket genel, ar merc’hed eo a vez 90% gouzañvidi eus an aferioù gwall, memestra gant ar gisti.
    MET n’eo ket peogwir omp disheñvel gant un istor biologiezh eo arabat d’an dud stourm evit ma vefe memes gopr gant an holl evit ar memes labour hag all.
    Boued-spered zo el levr ha n’eo ket fall dija ^^
    Moog loves the people!

  2. Kozh kaozioù Says:

    Pell-pell zo emañ Nancy Huston o vevañ er Frañs, en tu all da 30 vloaz zo. Bevet he doa gant ur c’helenner skol-veur gall a-raok dimeziñ gant Tzvetan Todorov. Levezonet-bras eo gant doare soñjal ar metoù a vez darempredet ganti, da lavaret eo “intellektualed” Pariz. Diaes eo leuskel da lavaret he deus ur sell “norzh-amerikan”, kalz luzietoc’h eo an traoù ganti !
    @Ikacheuc’h : skuizhus ar feministed, hañ, o randoniñ dalc’hmat war ar memes traoù… Me ‘lavarfe eo skuizhus ar baotred ne fell ket dezho anzav eo poent d’an traoù cheñch. “Randonus al lodenn war ar merc’hed koant…” : ret eo d’an neb a lavar seurt traoù bezañ ur paotr. N’eus forzh peseurt plac’h, koant pe get, a oar eus petra zo kaoz aze, ha n’eo ket mojennoù na traoù ijinet.

    • Salud dit!
      Pa lâren ur sell “norzh-amerikan” e oa ur sell norzh-amerikan war an gender studies! (me gavi din e oa komprenus) met marteze eo tost a-walc’h eus hini intellektualed Pariz, n’ouzon ket!

      Me gav din e lâran em fennad e kavan randonus ar pennad diwar-benn ar merc’hed koant tonket da c’houzañv… Marteze on ur paotr? N’eo ket ar pezh a c’houzañv ar merc’hed a zo randonus met skouerioù ar skrivagnerez hag an doare “paourkaezh merc’hed koant” a vez santet er skrid hag a zegas nebeut d’ar preder evidon-me. (d’am soñj eo an dra-se ivez a felle da Ikacheuc’h lavar met gouest e vo da respont moarvat!)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: