Chambre A2
Evit diskuizhañ em eus divizet teurel ur sell d’ar pezh a vez kinniget d’ar grennarded evit Bulles en fureur. Un toullad traoù ‘m eus lennet dija, met hemañ n’anavezen ket. Ya, me oar n’eo ket dreist an titl… ^^
Un istor simpl eo. Goude ur gwallzarvoud e vank plas en un ospital hag e vez lakaet ur paotr 15 vloaz hag ur plac’h (memes oad?) e memes kambr. Disheñvel int met mignoniezh a ziwano etrezo. Plijus eo da lenn, santet e vez splann levezon ar manga war labour an arzour (gant ur prantad “bragoù bihan” evel-just), dudius. Lodennoù en arabeg a zo (gant familh ar plac’h yaouank), n’int ket troet (n’on ket gouest da lenn arabeg ken 😥 ) met tu ‘zo da gavout an droidigezh war lec’hienn an embanner (Waaaah! Cheñch a ra kalzig a draoù da fin an istor!). Un dibab dedennus. Trumm eo ar fin, souezhet ha fromet on bet. Ur souezhadennig a-feson.
Lezel ur respont