Anna Karenina

Ur prantad gwall leuniet eo fin ar bloaz-mañ e-keñver sinema! P’eo bet kuzuliet din mont da welet Anna Karenina e oan un tamm souezhet met soñjet ‘m eus e c’hallfe bezañ dedennus memestra.
N’em eus ket lennet levr Tolstoi (souezhus) ha n’anavezen ket an istor. Buan-ha-buan, istor ur plac’h e kevredigezh uhel Impalaeriezh Rusia o kaout un istor karantez maez he dimeziñ. Peadra neuze da ziskouez ur gevredigezh diazezet war ar c’hozh kaozioù, an neuzioù, hag all.
E gwirionez ez eo savet ar film evit esteurel ar santadoù-se ha graet eo en un doare speredek kenañ : dre ar c’hoariva. War al leurenn, a-dreñv, e-touez ar sellerien… Iskis-kenañ eo met speredek-tre.
Un tamm hir ‘m eus kavet an hollad, ha displijus a-walc’h eo tudenn Anna a-benn ar fin. Istor Konstantin a zo dedennusoc’h en ur stumm, fromusoc’h ha brav (un darn a dremen war ar maez hag ez eus dremmwelioù gwirion). Lodennoù zo a zo deuet mat kenañ (ar bal, ar redadeg kezeg), ur sapre labour kenurzhiañ ar strolladoù a zo, hag ouzhpenn an dave d’ar c’hoariva ez eus ivez kalz dave d’an dañs (anat er bal, met e lec’h all ivez).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: