Argo

argoErru eo poent, tudoù, mare “Ben Affleck point” ar bloaz. (Daoust ma ne oa ket bet warlene, geo?)
Ben Affleck a zo n’em santet rediet (ur wech ouzhpenn) da gemer rol pennañ e film. Ar wech-mañ avat, en deus lakaet barv (evit bezañ heñveloc’h eus Tony Mendez?) hag ur mennozh mat eo (Ne teu ket a-benn da esteurel muioc’h evit boaz met d’an nebeutañ ne vez ket gwelet. Dispac’h bras, ur mousc’hoarzhig e ra d’ur mare zo!).
Bon, paouez a ran da vezañ drouk evit dont da vezañ sympa. Trede film ha n’eo ket deuet a-benn c’hoazh da zipitañ ac’hanon evel sevener. Digredus!
Argo a gont ar pezh a oa c’hoarvezet gant c’hwec’h a dud o labourat e kannati Stadoù-Unanet e Iran, e fin 1979. Tec’het e oant betek kannati Kanada ha chomet kuzhet du-hont. Evit dont a-benn da lakaat anezho da zistreiñ d’ar Stadoù-Unanet en deus Tony Mendez, eus ar servijoù kuzh amerikan, savet ur raktres diazezet war ur film faos, Argo.
Un aergelc’h fin 70-dibenn 80 plijus-kenañ a zo gant ar film (doare hini Zodiac un tamm), kreñvoc’h c’hoazh eo an aergelc’h-se abalamour d’ur skeudenn un tamm giz-kozh (greun ar skeudenn da skouer) kentoc’h deuet brav. Fent a zo ivez hag ur prantad stignet kenañ er fin.
Un tamm luziet em eus kavet er penn-kentañ (kalz tudennoù a vez gwelet buan-ha-buan, hep kompren mat piv int ha perak vezont gwelet) met mont a ra gwelloc’h an traoù goude. Evit klozañ ne gavan doare all ebet : “Argo fuck yourself”!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: