Following

followingSplann eo pa seller ouzh Following e oa Christopher Nolan o kregiñ da labourat ar pezh a vo Memento da c’houde. Frammet evit koll ar seller etre amzer drement ha dazont, kollet evel an haroz etre tud a fiziañs ha tud all.
Berr-tre eo ha plijus da heuliañ, gant respontoù tamm-ha-tamm d’ar goulennoù hon eus adalek ar penn-kentañ (n’eo ket traoù tort hañ, kentoc’h “sell, piv en deus gallet skeiñ gantañ ha perak?”). Fentus eo gwelet ez eus merk Batman war dor an haroz, niehehe ^^ Ma. Ur film gwenn ha du eo ha ne oa ket peurvat ar roll en deus servijet d’ober an DVD moarvat rak lodennoù zo a zo ifomet mat. N’eo ket spontus kennebeut hag en ur stumm e ro un tamm muioc’h d’an tu “film garv” a zo d’an hollad (santad kreñv pa weler tudenn ar plac’h, deuet ‘maez eus filmoù ar bloavezhioù 40). Mat eo e vefe bet embannet ar film-se en-dro memestra (deuet er-maez e 1999 ne oa ket tu d’e welet er c’hwec’hkorn pe dost).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: