We Bought a Zoo

weboughtazooDaoust da skritell (ha golo an DVD) euzhus a zo gant We Bought a Zoo, em eus bet c’hoant da welet ur film jentil ha brav (Ya, ouzhpenn dramm ha feulster a zo er vuhez a wechoù). Diazezet eo an istor war levr Benjamin Mee, en deus adprenet ur zoo e bro Saoz ma ‘m eus komprenet mat.
Er film eo bet dibabet lakaat un intañv un tamm kollet da gaout c’hoant cheñch buhez. O klask un ti nevez e kav ul lec’h dreist a blij kalz d’e verc’h (moutikañ bugel ar bed), pezh a zo… War tachenn ur zoo emañ hag an ti a vez gwerzhet gant ar zoo! Setu neuze ar familh o tont da ren ar zoo, hep gouzout netra. Ur skipailh a zo er zoo (na gomprener ket mat penaos e oant paeet na gant piv araok, peogwir e oa serret ha dilezet al lec’h) hag a zesko dezho ar vicher.
Ma, eveljust ez eus prantadoù start, “enebourien” klasel (an den a ro an aotre da zigeriñ ar zoo) met kentoc’h jentil ha sioul eo an traoù. Ur gwir “hunvre amerikan” gant un embregerezh evel ar feniks, hag ur paotr un tamm sod e penn ur raktres kalz re vras evitañ. Ouzhpennomp un darempred un tamm start etre an tad hag ar mab, istorioùigoù karantez ha setu rekipe ur film plijus da sellet gant ur familhad tud.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: