The Invincible Iron Man : Dans la ligne de mire

Ne oan ket entanet gant Dans la ligne de mire pa oan krog da lenn evit ma labour. Iron Man n’eo ket ma zudenn karetañ ha marteze e oan erru skuizh o lenn traoù evit ma labour ^^”
The Invincible Iron Man a zo ur rummad nevez (krouet e 2008 pe 2009 ma ‘m eus soñj mat, un tamm warlerc’h ar film kentañ neuze?) gant an dudenn ha gounezet eo bet prizioù gantañ (Eisner Award zoken, hañ n’eo ket traoù dianav).
N’eo ket souezhus-tre an istor : un deiz bennak e vez implijet armoù Stark Industries gant sponterien. Goude-se e vo adprenet Stark Industries hag e ranko Tony mont kuit ha laoskel an embregerezh etre daouarn Pepper… Ijinañ a rit.
An tresadennoù n’int ket re fall met al livioù dre urzhiataer evit seblantout gwir (skouer amañ dudenn gant kroc’hen dremm an dud) na ro ket un disoc’h dreist evidon…
Ma, mod all on bet tapet gant an istor hag er fin e felle din gouzout hiroc’h. Nieh. ><
Rebechoù bihan am eus d’ober d’an embannadur, Marvel Deluxe memestra, kalzig fazioù a zo chomet (moullañ dreist-holl), un tammig kontrol d’an anv, gav ket deoc’h?

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: