Les filles de Montparnasse 1

lesfillesdemontparnasseN’em boa ket soñj piv eo Nadja p’on kroget da lenn Les filles de Montparnasse. Hag en ur stumm n’eo ket grevus peogwir n’en deus al levr-mañ netra da welet gant he levrioù evit ar vugale. Direnket on bet un tamm gant an tu taolenn a oa gant an tresadennoù er penn-kentañ met kustumet on betek kavet plijus-tre ^^
Les filles de Montparnasse a vo un istor e peder levrenn. Peder flac’h o vevañ asambles e Montparnasse e 1873 ha pep hini gant c’hoantoù hag hunvreoù, arzel dreist-holl. Heuliet e vo dreist-holl unan, a fell dezhi skrivañ hag a vez kaset gant un ti embann da sikour ur skrivagner all da skrivañ. Poltridi merc’hed youlet hag emrenn neuze (vade retro Bella! hem.). Daoust da bep tra e vo start an traoù ha dreist-holl o darempredoù gant ar baotred, ar re a ziviz (an embanner, ar skrivagner, rener ar c’hoariva, ar c’helenner tresañ…) hag a re o deus bet karet. Un toullad elfennoù kevrinus a zo hag a ro c’hoant da lenn ar pezh a c’hoarvezo ganto da c’houde.fillesmontparnasse

Advertisements

Ur respont to “Les filles de Montparnasse 1”

  1. […] ‘m eus levr Nadja e-tal ma c’henseurted, peogwir em boa soñj eus Les filles de Montparnasse. Laouen e oan e oa bet lakaet din al levr-se da lenn da c’houde neuze : Ô cruelle. Un istor […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: