Dielloù evit Kerzu, 2012

This Means War

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 30, 2012 by geekezig

this-means-warUr frazenn a zo e penn kentañ ar film a zo un diveradenn resis eus ar film : “I don’t know if this is creepy or romantic”. C’hoarzhet ‘m eus da gentañ ha buan-tre em soñjet e oa memestra kentoc’h creepy.
N’ez eus souezhadenn ebet er film. Pep tra a c’hortozer hag a c’hoarvez. This Means War a zo ur gomedienn romantel gant daou den o labourat evit ar servijoù kuzh amerikan o klask merc’heta memes plac’h. Ur bromance eo ivez en ur stumm. Ha sañset e oa ivez ur film birvilh met e gwirionez n’eus ket kalz tra war an dachenn-se, just peadra da lakaat un den drouk ha da echuiñ gant traoù un tamm dañjerus. Mod all e gwirionez ez eo ur film diwar-benn daou baotr a implij o labour evit gouzout traoù diwar-benn ur plac’h (beñ ya, google n’eo ket trawalc’h, lakaomp mikroioù n’he zi evit spiañ anezhi ha selaou ar pezh a lâr d’he mignonez). Super yac’h!…
Nebeut a draoù fentus, nebeutoc’h c’hoazh a draoù moutig, e gwirionez ez eo nec’hus ha n’eo ket zoken dudius. Argh!

Advertisements

Indie Game : The Movie

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 30, 2012 by geekezig

indie-game-the-moviePrenet ‘m eus an HIB 7 dec’h peogwir e vezan levezonet diouzhtu. E-barzh e vez kinniget an teulfilm Indie Game the Movie, a felle din gwelet (e-touez gwellañ teulfilmoù 2012 a-hervez! ^^).
Da gentañ tout e lâran trugarez vras da vezañ kinniget ar film e 1080p, un drugar eo bet e sellet war ur skramm skinwel HD, evel forzh peseurt film a galite. 🙂
Ar film a zo savet o heuliañ darvoudoù zo (Super Meat Boy o tont er-maez war an XBLA da skouer), heuliet e vez meur a grouer c’hoarioù dizalc’h gant atersadennoùigoù. Klasel.
Lennet em boa e oa ur spered “enep c’hoarioù bras” a zo un tamm hegasus gwir eo. Met e gwirionez ez eus div frazenn a seurt-se er penn-kentañ ha goude ez eus kentoc’h kaoz eus spioù/doanioù an dud a grou un dra bennak, a lak o amzer, pep tra a-gostez a-benn sevel un dra bennak. Ur film diwar-benn braventez (pe get) ar c’hrouiñ eo. Chom a ran un teulfilm “amerikan” (Kanadian eo), evel-just ez eus klichedoù ha frazennoù un tamm “spontus” a seblant lu (ar re meneget just araok lakaomp). Ur bern tud a lennan o klemm war an tu melo/self made men a zo er film. Gwir eo ne vez desket netra diwar-benn penaos e vez graet ur c’hoari. Gwir eo e seblant graet ar film evit fromañ ar seller (sur a-walc’h on spontus simpl met brav ‘m eus kavet met ar skeudennoù “na servijont da netra”…). Met anzav a ran n’em eus ket sellet ouzh ar film evel un dra kelaouiñ (ur bern teulfilmoù n’int ket, kelfilmoù vefent d’ar mare-se) pe evit deskiñ traoù.
Marteze n’on ket bet hegaset peogwir ne c’hortozen netra ispisial diwar ar film? Marteze am eus kavet dedennus peogwir n’em boa ket heuliet kement-se istorioù ar c’hoarioù-se? (Lennet ‘m eus e oa ur film evit faned McMillen. Ma. Na ouien ket ma-unan, n’em eus ket bet tro da c’hoari d’e c’hoarioù c’hoazh… N’am eus c’hoariet da c’hoarioù ebet meneget er film zoken, daoust din kaout c’hoant c’hoari da v/Braid ha Fez bremañ ^^) N’ouzon ket penaos displegañ met kavet am eus dedennus selaou ar grouerien-se o komz, santout o nec’h, gwelet o sioù (anat!). Na gavan ket Phil Fish euzhus, er c’hontrol (n’ouzon ket penaos en deus graet zoken ><). D’am meno eo honest ar baotred, sur eo n’int ket gwall dilorc’h avat. Gwir a-walc’h eo neuze farsadennoù Usul tro-dro d’ar film. Ha neuze? ^^
Bon, setu, ar re a glask ur film diwar-benn ar c’hoarioù dizalc’h na gavfont ket dre ret dedennus. An dud a glask ur film diwar-benn santadoù krouerien dizalc’h a c’hallo bezañ dedennet (me ‘zo sur en defe gallet ar film komz diwar-benn skrivagnerien pe sevenerien pe me oar me).
Ha geo, souezhet on bepred gant pouez an XBLA e Amerika an Norzh. Ma-unan on? ^^
(Hizivaat a rin marteze un deiz bennak, peogwir emaon o paouez lenn ez eus tu da gaout ar film gant displegadenn paotred Super Meat Boy pa seller anezhañ dre Steam. Domaj eo na vefe ket bet kinniget evit an holl, aze na gomprenan ket mat.)

Batman : Under the Red Hood

Posted in Filmoù with tags on Kerzu 28, 2012 by geekezig

jason-todd-batman-under-the-red-hoodE-touez ar filmoù am eus da sellet e oa Batman : Under the Red Hood dre ma welan perc’henn an DVD emberr e oa ret din hastañ.  Ur film bevaat gant DCAnimation, divinet ho poa. Ar pezh a blij din gant ar filmoù-se, peogwir int graet evit fan-ed, ne vez ket kollet amzer o tisplegañ piv eo an tudennoù hag all. Daoust da se e chom komprenus an traoù evit tud a anavez hep bezañ hardcore. Ar wech-mañ e c’hoarvez traoù iskis e Gotham City, un den anvet Red Hood a seblant distruj tamm-ha-tamm ar rouedad dramm. Ur Batman nevez? Ya, met gant doareoù un tamm taeroc’h ha feulsoc’h…
Plijus-tre eo, gant ur bern tudennoù (an Joker, Nightwing hag all) ha dreist-holl unan “drouk” a gomprener mat kenañ. Na gontan netra evit ar re na ouzont ket piv eo Red Hood (me ne ouien ket!), ar re all a gompreno. Peadra da gaout ur sell nevez war tudenn Batman, e doareoù, e dibaboù… Dedennus! Ar bevaat a zo mat hep bezañ dreistordinal met an eil-mouezhiañ (e YO) a zo a-galite uhel evel boaz!

Sherlock – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Kerzu 27, 2012 by geekezig

sherlock-saison2Setu, sellet am eus (a-benn ar fin!) eus eil bloavezh Sherlock. Tremenet buan ar c’hliffhanger a oa bet laosket, ha lañset en dro an traoù. Dispar bepred, fent hag all. N’em boa ket lâret deoc’h met hegaset e oan bet un tamm gant Jim Moriarty er bloavezh kentañ, re dechet da huchal marteze… Aze e rankan anzav on bet kendrec’hetoc’h!
Souezhet on bet gant an niver a draoù heñvel eus Wallander am eus kavet (e-keñver skeudenn, frammañ, sonerezh). Rekipe ar BBC ? Saourus eo neuze n’eo ket grevus! ^^
Un draig memestra peogwir am eus sellet ouzh an DVD gall, displijus-tre eo peogwir eo bet troet ar skridoù a vez war ar skramm (sms-où hag all) e galleg. Da vareoù zo n’eo ket grevus (lennet e vez buanoc’h, met e-barzh an eil rann, hini Baskerville, n’eus tamm ster ebet). Un teulfilmig plijus a zo avat, a ziskouez da skouer, penaos eo bet graet ar gwele er maez er rann gentañ ^^ Ne oan bonus ebet war pladennoù ar bloavezh kentañ neuze n’eo ket fall. Kuzuliañ a ran memestra ar stumm saoz peogwir ez eus muioc’h a vonusoù ha kudenn ebet gant ar skridoù war ar skramm.
Ar season finale a zo dreist, ha bremañ e ranker gortoz an trede bloavezh…

Home

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Kerzu 27, 2012 by geekezig

home Alioù a-feson, un aergelc’h a seblante plijus hag un doare da c’hoari kevrinus hag un distaol war Steam, setu me neuze o sellout pizh ouzh Home.
Gwerzhet e vez evel  “a unique horror adventure” (ken kas ne gargfe ket ar skeudenn…). Neuze hem, “unique” marteze peogwir e tiviz ar c’hoarier petra c’hoarvez ha penaos e echu, met “horror” aze ‘m eus bet poan o kompren (ya, c’hoariet ‘m eus en deñvalijenn ha tout evel m’eo kuzuliet ^^). Gwelet an norioù o tigeriñ doare Resident Evil n’eo ket trawalc’h evit bezañ spontus. Oh ya, un trouz pe zaou a lak da darlammat marteze ha c’hoazh ur wech komprenet n’eo ket souezhus ken… Nec’hus marteze ar frazennoù “Don’t Look” hag all war ar mogerioù, lakaomp. Ha koulskoude e oan prest hañ, tremen a raen ma amzer o soñjal “bez e vo un dra bennak war al lein” sellet a raen pep-lec’h, entanet gant ar soñj e kavfen un dra spontus en tu bennak.home-screenshotPlijus a-walc’h eo ar stil pixel (hep na vefe brav eston pe dispac’h ar bloaz kennebeut, arabat farsal). Mod all, e-keñver doare da c’hoari : ur visual novel penn-da-benn, implijet e vez biroù an touchennaoueg, y/n hag ar varenn esaouiñ.
Dihuniñ a ra an haroz en un ti, dianav dezhañ, gwad war al leur… Ret eo klask mont kuit ha kompren petra ‘zo c’hoarvezet en ur sellout/tapout traoù hag ober dibaboù (“ur bistolenn a zo war an daol. Kemer a ran ar bistolenn? Ya/Nann”).home-testennUn tamm dipitet on bet gant ar fin ha gant ar c’hoari dre vras peogwir e oan o c’hortoz un tamm anken, un dra bennak. E gwirionez e seblant anat an tri senario adalek ar penn-kentañ (unan anezho a seblante din anatoc’h setu perak ne douchen netra ^^) ha n’on ket souezhet ganin ma-unan evit ma dibab fin. Marteze e c’hoariin en-dro a-benn gwelet pep tra (n’on ket distroet war ma c’hiz da vareoù zo peogwir eo gloazet an dudenn met c’hwitet em eus war un dra bennak d’ur mare) peogwir ne bad ket pell (1e/1e10). Na gomprenan ket mat an doare da vrudañ hag ar berzh avat (sañset unan eus gwellañ c’hoarioù 2012, mmh)…
Un dra ‘m eus kavet plijus er fin tout, a oa santout nec’h an dudenn ur wech “dilezet” ganeomp. Se ‘oa ur mennozh mat, marteze hini nec’husañ ar c’hoari.
E gwirionez n’eo ket ur mennozh fall tamm ebet, met ret ‘vefe bet kaout un istor luzietoc’h pe dibaboù disheñveloc’h pe un doare da derriñ ar “pevare moger” abretoc’h pe en un doare donoc’h evit ar c’hoarier… Un dra bennak a rafe e vefe tapet e gwirionez ar c’hoarier pe un twist souezhus e gwirionez (marteze em eus met dibabet an twist brasañ a oa (pe kentoc’h klasket chom ar pellañ posupl eus an twist brasañ a oa, peogwir em eus soñjet ennañ diouzhtu ^^) met gouzout a raen mat pezh a oan oc’h ober ha twist aesañ ha koshañ ar bed eo). Ma, n’hall ket an holl dont a-benn un dro-gaer evel To the Moon 😉
D’an 9 a viz Mae 2013 ‘m eus adc’hoariet gant Home evit klask gwelet traoù all. Un toullad dizoloadennoù n’em boa ket graet ar wech kentañ a oa hag ur fin all penn-da-benn gant teoriennoù a bep seurt. Gwelout a ran gwelloc’h peseurt diskoulmoù disheñvel a c’hall kaout met bremañ n’on ket sur da gaout c’hoant c’hoari en-dro evit klask anezho holl…

Les Colombes du Roi-Soleil 2 : Le secret de Louise

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Kerzu 26, 2012 by geekezig

colombest-2Goude ul levrenn a servije da ober anaoudegezh gant merc’hed Les Colombes du Roi-Soleil, setu unan diwar-benn Louise o klask war-lerc’h he mamm. Dizoloiñ a raio piv eo ha petra ‘zo c’hoarvezet ganti. Brud fall e Versailhez hag all hag all. Plijus da lenn, a-drugarez d’an tresadennoù bepred.colombes2

Les Cinq Légendes

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 26, 2012 by geekezig

APphoto_Film Review The Rise of the GuardiansUr santad hegasus ha ral ‘m eus bet en ur sellet ouzh Les Cinq Légendes. Ar santad da vezañ dirak un “diskouez” (demo ma fell deoc’h ^^) teknel. Un dra a lak da soñjal “Oh! Pegen brav!” hep na vefe kalz danvez a-dreñv, na ene, na netra.
N’on ket bet tapet gant an istor, Jack, an haroz a zo ar paborer-simpl (lakaet en deus ac’hanon da soñjal e Tony Stark, am boa kavet digomprenus evel tudenn ar wech kentañ em boa gwelet Iron-Man. Abaoe on deuet a-benn da gavout-se sympa kentoc’h evit hegasus met ma, gwelet a rit an doare emichañs). Komprenet e vez mat pegen trist eo na gredfe den ebet ennañ, un tamm skañv ‘m eus kavet avat ar prantad “dizoloiñ a ran piv a oan ha setu me jentilañ jentil ar film!”…
Evel-just, dre ma oa bet lâret din e oa gwelloc’h c’hoazh evit Dragons, e oan o c’hortoz un dudenn plac’h cool en tu bennak. Klask a ran c’hoazh (na gavan ket cool un dudenn a dremen hec’h amzer o lârat pegen brav eo an haroz, e ken kas e respontfe tud din eo cool Tooth)…
Ouzhpennomp ur sapre gwiskad neuz strollad gour-harozed (al lapin am eus kavet dedennus, met ar reoù all…) a c’hallfe dont da vezañ ur saga (diazezet war ur rummad levrioù eo ar film… hiñ hiñ…) ha setu me un tamm hegaset. N’eus netra fentus pe dost, tamm from ebet, un dave plijus-hanter bruderezh evit Jurassic Park o tont er-maez en-dro e 3D e 2013, bezit soñj tudoù! hag ur gentel iskis er fin diwar-benn “den al loar” (Doue?). Aet on da glask hiroc’h peogwir eo diazezet ar film war ur film-berr anvet Man in the Moon savet gant skrivagner The Guardians of Childhood met n’em eus kavet netra… Mmh, c’hwezh an irienn a zo dre amañ ^^
Marteze a-walc’h on un euzhvil spontus a fellfe distruj paourkaezh digablusted bugale ar bed a vez savetaet en ur gontañ gevier droch dezho ivez neuze n’on ket bet gouest da brofitañ mat eus an istor. Piv oar?
Met bon, brav eston eo. Hag ar sonerezh a zo plijus. N’eo ket trawalc’h evidon. Distreiñ a ran da embregiñ ma aerouant. :p

%d bloggers like this: