Mildred Pierce

Ur stirad a bemp rann un eur eo Mildred Pierce, diazezet war romant James M. Cain. N’on ket barrek war al lennegezh amerikan ha n’em boa ket klevet komz eus al levr. N’anavezen ket an istor neuze. Hini ur vamm da vare enkadenn ekonomikel 1929. Dispartiet eus he gwaz eo rediet da labourat ha tamm-ha-tamm e savo ur predti dezhi hag un embregerezh vras, hec’h unan pe dost. Ur gwir istor amerikan ‘vel m’eo dleet. En he buhez prevez eo un tamm startoc’h an traoù, un toullad karedigoù amañ hag ahont, ha dreist-holl ur verc’h euzhus a gar dreist da bep tra. Evel-just e tremeno fall an traoù…
Adalek ar vunutenn gentañ e oar ar seller e vo torr-revr Veda (ar verc’h), n’eus prantad ebet e lec’h ma seblantfe un tamm dousoc’h pe plijusoc’h. Setu perak eo start kompren sorc’hen he mamm eviti. Ur stirad berr ha gant kalz arc’hant e oa moarvat, filmet mat, gwiskamantoù ha kinkladurioù a-feson (ur sapre dastumad otoioù kozh!), aktourien varrek. Ma. Daoust da se em eus kavet un tamm hir ma amzer, pe lakaet ar pouez war traoù na blijent ket din a-benn ar fin. Taolennadur kevredigezh ar mare-se a zo deuet brav ha dedennus eo met istorioù familh Mildred Pierce a gavan kalz re. Ur si a oa gant al levr dija marteze? Domaj eo ouzhpenn, ne oa ket traoùigoù ouzhpenn en DVD evit kompren al labour azasaat pe dibab-mañ-dibab. Ma, n’eo ket deuet fall kennebeut met a-wechoù e vezer ken displijet gant dibaboù an tudennoù ken n’haller ket profitañ mat eus an traoù ^^”
Unan bennak ‘n eus gwelet film 1945 gant Joan Crawford?

Advertisements

2 Respont to “Mildred Pierce”

  1. Rez ket bil, n’anavezen ket al levr kenebeut.
    An tri diell (levr, film 1945 ha stirad) a zo e mediaoueg Kemper setu e taolin ur sell sur-walc’h. O kregiñ gant al levr, hag ar peurrest gwelet ‘vo, hervezh ma plij din an istor pe get…
    Film Michael Curtiz a c’haller kavout er Maezioù Frank war a seblant. 😉

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: