Kyo-Ichi

 

Tud zo o deus lennet Ikigami (préavis de mort) marteze? Me zo bet dedennet ordin met n’on ket bet en tu-hont. Kyo-Ichi em eus bet da lennet evit ma labour avat. Un istor a-bezh en ul levrenn eo. Savet eo bet gant memes mangaka.
Un istor spontus a-walc’h. Un tad a familh a lazh e kerzh un emgann a dro fall un den iskis, adalek an deiz war-lerc’h e varv testoù an darvoud-se. N’eo ket marv an den, hag un doare strollad a heul anezhañ, evel gourou ur sektenn un tamm.
Goude-se e vo heuliet mab an den-se, a vez gwallgaset er skol. Un doare postel da lakaat da dremen a ra berzh er skol, hag ar vugale all tro-dro dezhañ a zeu da vezañ iskis un tamm…
Ur bern traoù skrijus ha nec’hus neuze, n’eo ket ur manga evit ar vugale! Plijet on bet gant ar fin digor.
Un istorig ouzhpenn a zo, un doare digoradur da Ikigami hag en deus roet c’hoant din da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar manga-se ivez. N’on ket prest da chom bout gant an diouer a vennozhioù traoù da lenn 😀

Advertisements

2 Respont to “Kyo-Ichi”

  1. Mennozh pennañ Ikigami en deus plijet din kalz.
    Lennet ‘m eus an dek levrenn a ya d’ober ar stirad. Dipitet on bet buan, adalek an trede levrenn lakomp, o welet ne yae ket war-raok an istor pennañ (si un toullad stiradoù manga siwazh).
    Kontañ a ra deomp ar mangaka planedennoù a bep seurt tud yaouank paket ganto an Ikigami met an istor kreiz ne ya ket war-raok kement-se. Dre ma ouien ne oa ket 50 levrenn hag e chom dedennus a-walc’h an istorioù on bet mennet da vont betek penn, just ‘vit goût penaos e echue pep tra.
    Ne grog da vezañ dedennus da vat en-dro nemet el levrenn diwezhañ, ha c’hoazh, dipitet on bet un tamm gant an dibenn (ijinet ‘m boa traoù all).
    N’eo ket fall Ikigami met d’am soñj e vije bet tu ober kalz gwelloc’h gant ur mennozh ken mat. Prizioù ‘n deus bet, hag all, un tamm dreistpriziet d’am meno.

    N’in ket d’e brenañ met ma kavan Kyo-Ichi en ur vediaoueg bennak e taolin ur sell.

    P.S. Lennet m’eus kazi ar stirad a-bezh war ma eurvezhioù labour e miz Eost, ur vezh. Petra peus c’hoant, n’eus den o tont er mediaouegoù e kreiz an hañv pa vez brav an amzer. 😛

    • Ah ya, seurt si a zo gant ar manga, anat. Astenn ar soubenn betek re. N’ouzon ket ma vez merzet kalz en un doare “sizhuniek” evel ma vezont embannet da zigentañ, met er stumm a-stroll a lennomp ni e vez spontus a-wechoù, ul levrenn a-bezh ha goullo… Bah!
      Me welo, ma ‘m eus amzer ! 🙂
      Ya, ya, Kyo-Ichi a vez lennet buan hag ur bern boued a zo e-barzh neuze ma kavez er vediaoueg ne gousto ket kalz amzer dit :p
      Hañ!! ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: