The Mill and the Cross
Eh. Penaos displegañ. Goude 20 munut poanius-kenañ on deuet a-benn da gompren un tamm pal The Mill and the Cross a da glask bezañ dedennet gant an istor. Ur film start eo, kazi digaoz (lakaomp ez eus 5 munut kaoz e-pad 1e30!), gant skeudennoù iskis, arliv ar c’hentañ filmoù e liv a-wechoù, ur meskaj taolennoù ha traoù filmet…
E gwirionez e kont ar film istor tudennoù un daolenn, istor an daolenn hag ivez ur prantad eus istor Flandrez, da vare Bruegel (kozh), e 1534. Spañoliz o tont da jahinañ ha lazhañ protestanted ha traoù evelse.
Start kenañ eo neuze (ar pezh a vez kontet) hag ispisial spontus ar stumm d’en ober ouzhpenn. Ur film dedennus a-benn ar fin met kalz re … dibar evit bezañ plijus. Na guzulian ar film nemet d’ar re a zo dedennet gant ar mare-se, pe gant taolennoù Bruegel, pe gant ur sinema a glask kinnig traoù dibar (rak, e gwirionez ez eo un daolenn-vev kentoc’h eget ur film). Ar reoù a gavo hir spontus o amzer hag a droio sod goude 5 munut.
Lezel ur respont