The Iron Lady

Rebechoù am boa klevet diwar-benn The Iron Lady. Ur film troet davet nerzh ur plac’h eo ha n’eo ket diwar-benn he mennozhioù politikel. Ur film klasel ha savet kentoc’h mat met direnkus-kenañ. Margaret Thatcher a vez diskouezet evel ur plac’h kozh un tamm sod a gaoze gant he gwaz (un dudenn fentus-tre ha plijus er film). Heuliet e vo un tamm levezon he zad, penaos e oa bountet gantañ (da ober studioù ha da labourat er stal perc’hennet gantañ) hag he buhez politikel. Un doare feminist a vez diskouezet outi. Pe un doare emgar kentoc’h peogwir ne blije ket dezhi labourat gant merc’hed all war a seblant. Tremen a ra buan ar film war darvoudoù pouezus he frantad ren. Hegasus eo neuze peogwir e ro ur sell kentoc’h yaus, nerzhus eus ar vaouez. Ne lâran ket e oa ret diskar anezhi kousto pe gousto met aze e seblant gwall skañv an traoù. Ya, ya, Meryl Streep a c’hoari mat, an holl a oar se abaoe pell.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: