GE Good Ending 1 & 2

Petra eo GE Good Ending? Tu ‘vefe da renkañ ar manga-mañ e-touez ar “shonen romantel”. Ma fell deoc’h, istorioù karantez gant sell ar baotred ha gant kalzig merc’hed gwisket skañv (aliesoc’h hunvreet gant an tudennoù eget traoù all).
Ma rankfen komz diwar-benn un titl a seurt-se e komzfen diwar-benn I”s evel-just. Evurusamant em eus ar gwir da gomz diwar-benn reoù all memestra. GE Good Ending a venegin neuze.
Haroz Good Ending a zo amourouz eus renerez ar c’hlub tennis abaoe ur bloaz dija met re lent eo evit mont da gomz ganti. Mare an distro-skol eo hag ur plac’h nevez a erru en e glas. Buan a-walc’h e kinnigo dezhañ sikour anezhañ da vont e darempred gant e garantez. Evel-just e-barzh seurt istorioù e c’hoarvez kant tra evit ma tremenfe fall an traoù, daleet an emgavioù, karantezioù a gozh o tifupañ hag o lakaat reuz, hag all, hag all. Fentus eo an ton ha fromus a-wechoù. Dedennus tudenn Kurokawa, ar plac’h a sikour an haroz. Moarvat ez eus gwelloc’h er stil-se (e-keñver tresañ, anat…) met plijus-tre eo da lenn ha reiñ c’hoant a ra da c’houzout petra c’hoarvezo gant ar paourkaezh tudennoù gwallgaset-mañ e bed spontus al lise ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: