Amour

Amour a zo an doare film a gaver brav peogwir eo tost eus ar vuhez evel m’emañ. An doare film a gaver displijus ivez peogwir e chom re dost hag e tap hon evezh abalamour da fromañ aes, aonoù boutin. Koulskoude e vezer tapet.
Ne vo ket diskouezet kant lec’h er film, kazi pep tra a dremen e ranndi ar c’houblad kozh. Ur c’houblad cheuc’h, desket ha pinvidik. Ma. Un deiz bennak e c’hoarvez un dra ganti, seizet e chomo he zu dehou. Divizout a reont e chomfe hi er gêr ha heñ a ra war he zro.
Klasel kenañ eo, ur poltred bet gwelet dija eus unan nammet ha penaos e rank an dud tro dezhi kustumiñ d’he saviad nevez. Se na vir ket da gaout tammoù fromus kenañ (pa na gompren ket he merc’h ar pezh a lâr da skouer). Deuet brav eo an traoù gant an aktourien ouzhpenn.

Advertisements

3 Respont to “Amour”

  1. Diaes eo din ijinañ eo ar memes hini en deus sevennet Funny Games !

    • Ya, start eo krediñ a-wechoù!! N’em eus ket bet tro da welet Funny Games. Displijet en doa din Caché ha plijet e oan bet spontus gant Das weiße Band… Klask a rin gwelet Funny Games un deiz bennak, an hini orin hag an hini amerikan!

  2. […] ar film, en ur gomz diwar-benn a bep seurt traoù kentoc’h start memes tra. Un doare Amour met gant fent ma fell deoc’h… :p Ur prantad plijus ‘m eus tremenet o sellet ouzh […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: