Luther Strode 1

Luther Strode a grog evel ur bern istorioù bet gwelet dija (Kick Ass lakaomp) : ur geek ordinal a vez gwallgaset alies el lise. Prenañ a ra un doare levr evit dont da vezañ kreñv. Buan e cheñch hag e vez gouest zoken da santet fiñvoù an dud all araok na c’hoarvezfent. Fentus a c’hallfe bezañ ma na vefe ket klasket war e lerc’h gant un den iskis…
Ma, dija, n’eo ket gwall nevez an istor, anat deoc’h. Fent a zo avat ha plijus eo tudennoù endro Luther (Petra e vignonez, e vamm ha Peter). Gwadek betek re eo avat. Daoust din bezañ bet plijadur o lenn an istor (er fin e teu elfennoù un tamm faltazi/mitologel iskis ouzhpenn) e oan heuget-mik gant an tresadennoù, kigennoù hag all diskouezet e pep lec’h. Buan e troen ar pajennoù evit erruout da dammoù “sioul” (kaozeadennoù, buhez-pemdez) met er fin ne chom ket kalz a draoù sioul eveljust…
Ec’h! :/

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: