Miz an teulfilmoù 2012

Daou vloaz zo em bo kinniget ma ali diwar-benn un toullad filmoù bet dibabet gant Comptoir du doc evit miz an teulfilmoù. Setu memestra ar bloaz-mañ ! Kit da welet ma tremen traoù zo e-kichen ho ti !

L’ange de Doel (De Engel von Doel) savet gant Tom Fassaert (?, 1e16, Izel-Vroioù/Belgia, SNG Films BV) : Doel a oa ur geriadenn vev d’ur mare zo. Dilezet eo bremañ ha goulennet e vez d’an annezidi mont kuit araok na vo distrujet o ziez. Heuliet e vez ur plac’h kozh a nac’h mont kuit.
Ur film gwenn ha du brav kenañ eo. Seblantout a ra bezañ faos kazi abalamour da-se (un tu barzhoniel a zo gant al liv-se). Fent (du!) a zo met heverk-tre eo eus prantadoù ha dibaboù dizenel penn-da-benn a vez kemeret a-wechoù. Bamet e vezer gant Emillienne ha war memes tro ne gomprener ket mat perak e chom aze… (e miz Even pa ‘m eus gwelet ar film e oa ar plac’h en he zi bepred!)

Blagues à part savet gant Vanessa Rousselot (2010, 54′, Frañs, éO productions) : Divizet he deus ar sevenourez diskouez ur sell nevez diwar-benn Palestinia tro-dro d’ar fent. Un doare levr beaj eo un tamm ha gwelet e vez ez eus rummadoù tud zo a vez graet goap outo n’ouzer ket perak (alies em eus soñjet er fent a ra goap eus gwenediz, tregeriz hag all). Ur sell nevez a ziskouez e rank an dud c’hoarzhin evit bezañ gouest da c’houzañv saviadoù start.

Epilogue savet gant Mano Lanssens (2011, 1e25, Belgia, Serendipity Films) : Neel a zo hanter-kant vloaz. Tri bugel (erru bras) he deus, ur gwaz, ur mab-bihan… hag ur c’hrign-bev grevus. Divizet he deus dibab pegoulz mervel. Heuliet e vo anezhi e-pad ur bloaz.
Souezhet kaer e oan ha nec’het un tamm. Penaos e c’hall unan bennak bezañ filmet e-pad ur prantad ken start? N’ouzon ket perak na penaos he deus kemeret Neel an diviz-se, met ur gwir taol-from eo bet evidon. Gwirion, denel, kreñv, kalet, fromus… Gwelet e vez o prientiñ he marv, o c’hoari gant he mab-bihan, o veajiñ, o kaout douetañs. Daeroù a oa war holl dremmoù ar re a oa deuet a-benn da chom betek ar fin. Ur film a-bouez eo a gavan. Marteze n’omp ket boaz da gomz diwar-benn ar marv met pouezus eo. An teufilm a lak da ouelañ forzh pegement met en un doare speredek. Dibar.

Francis Jeanson, itinéraire d’un intellectuel engagé savet gant Catherine de Grissac ha Bernard Vrignon (2011, 52′, Frañs, Point du jour) : Anzav a ran n’avezen ket Francis Jeanson (bouh!bouh! Ya me oar). Un teulfilm “simpl” eo, bet skignet gant France 3 dija d’am soñj (produet eo bet evit ar chadenn d’an nebeutañ). Ur poltred klok hag aes eus an den neuze : penaos en deus difennet an FLN da vare brezel Aljeria met ivez ur bern traoù all, e sell war ar sevenadur pe ar bredvezegezh da skouer. Un den dedennus e seblante bezañ ha desket em eus ur bern traoù.

Tahrir (place de la libération) savet gant Stefano Savona (2011, 1e30, Frañs/Italia, Pico Films) : Komprenet ho peus, kaoz a vo eus “nevezamzer arab” 2011. Ar sevener a oa o filmañ e-kerzh an darvoudoù, oc’h heuliañ a bep seurt ejipsianed war plasenn Tahrir. Kaozeadennoù, huchadennoù, kanaouennoù…
Un tamm dispenn eo ar film-se. Plijus eo peogwir e tiskouez “e gwirionez” ar pezh a c’hoarveze war ar blasenn, un testeni dedennus eo, eus an aergelc’h dreist-holl. Kalz re hir eo avat hag ur bern lodennoù re heñvel a zo evidon-me.

Le ciel en bataille savet gant Rachid B. (2011, 42′, Frañs/Suis, Nord-ouest productions) : Tad Rachid B. a zo o vervel. Ur prantad evit soñjal en-dro e traoù a bep seurt. Un testeni barzhoniel diwar-benn e soñjoù hag e vuhez (heñvelrevidigezh, relijionoù…). Tammoù filmoù kozh a zo, livioù iskis… Un tamm evel barzhonegoù zo eo : re bersonel evit kompren mat ha kavout se dedennus.

Setu! Profitit mat eus miz an teufilmoù! Lârit din ho soñj ma welet ar filmoù-mañ pe ma ‘p eus bet tro da welet reoù all!


Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: