Dielloù evit Du, 2012

Waltz 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on Du 28, 2012 by geekezig

Echuet e oa Waltz 1 en un doare nec’hus a-walc’h. Siwazh ne vez ket dizoloet kalz a dra ar wech-mañ peogwir e vez “kollet” kalz amzer gant an emgann. Un tammig hir ‘m eus kavet. Na vez ket desket muioc’h a draoù a-benn ar fin. Dres an doare levrenn na servij da netra evidon-me (pe a c’hallfe bezañ teir gwech berroc’h d’an nebeutañ). N’ouzon ket hag eñ e kendalc’hin da lenn ar rummad a-benn ar fin… :/

Professeur Layton et le masque des miracles

Posted in C'hoarioù video on Du 27, 2012 by geekezig

Setu pempvet c’hoari ar c’helenner Layton, evit ar wech kentañ war an 3DS.
Ur wech ouzhpenn e vez goulennet sikour dezhañ gant ur vignonez a-gozh o vevañ en ur gêr e lec’h ma tremen traoù iskis.
Ur gêr douristel ha pinvidik e kreiz ar gouelec’h eo Dorémont (e galleg). Marissa ha dreist-holl he gwaz o deus savet tiez ha gounezet kalz arc’hant, hag ur maskl iskis a oa ganto. Ur maskl a oa sorc’hen Randall, gwellañ mignon Hershel Layton ha karedig Marissa pa oant holl el lise…Un den a vez o pourmen gant ar maskl e kreiz-kêr hag o spontañ an dud : treuzfurmiñ a ra an dud e kezeg pe e delwennoù maen hag all.
Evel boaz e vo liammet meur a gevrin. Hag evit ar wech kentañ e vo tu da c’hoari perzh Hershel pa oa yaouank (crazy hair spotted!) peogwir ez eus prantadoù en amzer dremenet evit kompren pep tra… ^^Un tamm disheñvel eo an doare da c’hoari ar wech-mañ. Ret eo “kerzhout” davet al lec’hioù a fell deomp gwelet (un doare kartenn a zo ha dibabet e vez da belec’h mont). Met mod all e chom heñvel : mont war-raok, komz gant an dud, diskoulmañ luziadelloù. An tammoù filmoù a zo brav bepred met e 3D emañ al lodennoù kaozeal e-pad ar c’hoari (evel ma welit war ar skeudenn gant Layton yaouank un tammig uheloc’h). Un tamm drol eo da gentañ met n’eo ket re zirenkus a-benn ar fin.
Disheñvel eo an doare da “douch” ar skramm, un doare lunedenn-greskiñ hon eus hag a zeu da vezañ orañjez pa ‘z eus un dra bennak da gavout. Echu eo ar prantadoù stokañ e pep lec’h da gavout ur pezh SOS! ^^” (n’eo ket fall en ur stumm met un tamm aes e teu da vezañ neuze). Goude un 30 luziadell bennak n’em boa ket bet ezhomm da lakaat an 3D da vont en-dro nemet evit unan. Ar pezh a gavan souezhus peogwir e oa sañset da gaout kalzig luziadennoù liammet d’an dra-se…
Prantadoù c’hoari nevez  a zo ivez : klevet em boa komz diwar-benn al lodenn war varc’h met ar brasañ tamm a zo er vougev gant Randall en amzer-dremenet. Un ouzhpennadenn dedennus evit reiñ un tu “ergerzh” d’ar c’hoari (un tamm hir e oa memestra).
Un toullad c’hoarioù ouzhpenn a zo evel boaz, traoù a na zegasont netra d’ar c’hoari met a zo plijus ur wech an amzer a-benn “diskuizhañ” ^^ : ur robot a ranker lakaat da dizhout ul lec’h resis, ur stal e lec’h eo ret gwerzhañ pep tra hag ober war-dro ul lapin sirk a raio arvestoù. Ne zegasont ket kalz a dra met plijus eo bepred, traoù da zastum a zo ivez, evel ma oa er pevare c’hoari.

Plijus-tre ‘m eus kavet an istor, fromus evel an trede. Anat eo ez eus kalz traoù da c’houzout diwar-benn yaouankiz ar c’helenner! 😉 War memes tro e rankan anzav, goude pemp c’hoari (marteze em boa santet-se er pevare dija) e kavan un tamm astennet ar soubenn, ma flijadur a zo liammet dreist-holl d’ar garantez evit an tudennoù, ar bevaat, an istorioù ha ket kement-se d’an doare da c’hoari pe d’al luziadelloù… A-wechoù e ranker paouez (pe gortoz pelloc’h etre daou c’hoari?)…
Un 20 eurvezh bennak am eus bet ezhomm evit echuiñ an istor, gant 100 luziadell diskoulmet. 135 a zo er c’hoari hag ar reoù all da zispakañ el lodenn bonus, evel boaz.
N’ouzon ket ma vin gouest da ziskoachañ an holl deñzorioù, gwelet e vo met peadra em eus da genderc’hel un tamm gant ar c’hoari!
Luziadelloù pemdeziek a zo da bellgargañ ar wech-mañ met ur gudenn a oa en deizioù kentañ evit en ober! (Torr-penn e oa ouzhpenn peogwir e lakae ar c’hemenn da grediñ e oa ur gudenn pe gant ar mekanik pe gant ar gartenn SD a servij da saveteiñ an traoù ouzhpenn, peadra da vezañ nec’het un tamm). Ma, adalek an 31 a viz Here e oa tu, neuze n’eo ket ur gwall kudenn. 365 luziadell ouzhpenn a vo da bellgargañ! Dastumet e vez arrebeuri evit un doare pezh ouzhpenn en ur ziskoulmañ anezho. Peadra da brederiañ un tammig en tu-hont da istor ar c’hoari neuze 🙂

Mildred Pierce

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Du 27, 2012 by geekezig

Ur stirad a bemp rann un eur eo Mildred Pierce, diazezet war romant James M. Cain. N’on ket barrek war al lennegezh amerikan ha n’em boa ket klevet komz eus al levr. N’anavezen ket an istor neuze. Hini ur vamm da vare enkadenn ekonomikel 1929. Dispartiet eus he gwaz eo rediet da labourat ha tamm-ha-tamm e savo ur predti dezhi hag un embregerezh vras, hec’h unan pe dost. Ur gwir istor amerikan ‘vel m’eo dleet. En he buhez prevez eo un tamm startoc’h an traoù, un toullad karedigoù amañ hag ahont, ha dreist-holl ur verc’h euzhus a gar dreist da bep tra. Evel-just e tremeno fall an traoù…
Adalek ar vunutenn gentañ e oar ar seller e vo torr-revr Veda (ar verc’h), n’eus prantad ebet e lec’h ma seblantfe un tamm dousoc’h pe plijusoc’h. Setu perak eo start kompren sorc’hen he mamm eviti. Ur stirad berr ha gant kalz arc’hant e oa moarvat, filmet mat, gwiskamantoù ha kinkladurioù a-feson (ur sapre dastumad otoioù kozh!), aktourien varrek. Ma. Daoust da se em eus kavet un tamm hir ma amzer, pe lakaet ar pouez war traoù na blijent ket din a-benn ar fin. Taolennadur kevredigezh ar mare-se a zo deuet brav ha dedennus eo met istorioù familh Mildred Pierce a gavan kalz re. Ur si a oa gant al levr dija marteze? Domaj eo ouzhpenn, ne oa ket traoùigoù ouzhpenn en DVD evit kompren al labour azasaat pe dibab-mañ-dibab. Ma, n’eo ket deuet fall kennebeut met a-wechoù e vezer ken displijet gant dibaboù an tudennoù ken n’haller ket profitañ mat eus an traoù ^^”
Unan bennak ‘n eus gwelet film 1945 gant Joan Crawford?

365 fois 77,8

Posted in Levrioù bannoù-treset on Du 25, 2012 by geekezig

N’ouzon ket re petra lârat diwar-benn 365 fois 77,8. Un dastumad tresadennoù fentus eo. A-wechoù ez eus un heuliad tresadennoù a-benn krouiñ un istor, digomz int bepred. Alies e vez memes temoù o tont en-dro, istorioù zo a zo fent du, reoù fent, reoù all n’int ket fentus kement-se. Ma, setu, lennet e vez buan ha poan ‘m eus o kompren penaos e c’haller gwerzhañ seurt dastumad ur 15 euro bennak…

Kyo-Ichi

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Du 25, 2012 by geekezig

 

Tud zo o deus lennet Ikigami (préavis de mort) marteze? Me zo bet dedennet ordin met n’on ket bet en tu-hont. Kyo-Ichi em eus bet da lennet evit ma labour avat. Un istor a-bezh en ul levrenn eo. Savet eo bet gant memes mangaka.
Un istor spontus a-walc’h. Un tad a familh a lazh e kerzh un emgann a dro fall un den iskis, adalek an deiz war-lerc’h e varv testoù an darvoud-se. N’eo ket marv an den, hag un doare strollad a heul anezhañ, evel gourou ur sektenn un tamm.
Goude-se e vo heuliet mab an den-se, a vez gwallgaset er skol. Un doare postel da lakaat da dremen a ra berzh er skol, hag ar vugale all tro-dro dezhañ a zeu da vezañ iskis un tamm…
Ur bern traoù skrijus ha nec’hus neuze, n’eo ket ur manga evit ar vugale! Plijet on bet gant ar fin digor.
Un istorig ouzhpenn a zo, un doare digoradur da Ikigami hag en deus roet c’hoant din da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar manga-se ivez. N’on ket prest da chom bout gant an diouer a vennozhioù traoù da lenn 😀

Les Nouveaux Explorateurs – Mégalopolis, Alexandra Leroux à Tokyo

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Du 25, 2012 by geekezig

Marteze ho peus bet gwelet abadenn Les Nouveaux Explorateurs? Un abadenn a veze skignet war Canal + eo.
Sellet em eus hirie eus an hini a oa bet diwar-benn Tokyo. Un devezh e kêr-benn Bro Japan.
Un toullad traoù he deus Alexandra Leroux amzer d’ober, debriñ gant ur sumo, mont da welet  ur stal pellgomzioù hezoug, pourmen ur c’hi “da feurmiñ” hag all. N’on ket bet gwall souezhet gant an traoù bet diskouezet aze, un tammig “evel boaz” diwar-benn Tokyo (stress, salary men mezv diouzh an noz…). Souezhet on bet avat gant ar frazenn “templ shinto” geeeee?! Da vihanañ pa reer un abadenn “dizoloiñ” ar bed ne vez ket graet seurt fazi geo? Kemerit skouer war Florent Gorges na petra ta! 😀
Ma. Ma c’houlenn bremañ a zo, daoust ha barrek e vefen da vont en ur bar oksigen… ^^”

Flander’s Company – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Du 25, 2012 by geekezig

Pell am eus lakaet da sellet ouzh trede bloavezh Flander’s Company. Tud drouk nevez a zo, a lakaet vez pell araok kompren piv int. Un istor “war hir dermen” a zo a-hed ar bloavezh ha plijus-tre eo (rak harozed int ar re zrouk-se! Eeeeh ya!). Damien a vez gwelet aliesoc’h evit Dr Parker hag ur ganaouenn fin entanus-tre a zo gant ar strollad Virgin Princess.
Un doare emdroadur klasel evit ur web-stirad, o vont davet rannoù hiroc’h ha liammetoc’h an eil re gant ar re all, n’on ket bet displijet tamm ebet gant-se, er c’hontrol!

La voiture d’Intisar

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on Du 24, 2012 by geekezig

 


La voiture d’Intisar a zo bet savet gant spañoled, bet e vevañ e Yemen. Du-hont o deus dastumad komzoù merc’hed ha klasket krouiñ un dudenn o veskañ un tamm an istorioù disheñvel bet kontet dezho. Daoust da dresadennoù un tamm re simpl em eus kavet plijus-tre lenn an istor-mañ. Evel-just e vez kaoz eus memes traoù bepred (pouezh ar gevredigezh an hini a redi ar merc’hed da lakaat an nikab, peogwir e vezont kunujennet er straedoù, ha n’eo ket pouezh ar relijion, sotoni an dra-se : dre ma ne vez ket anavezet ur plac’h dindan un nikab e c’hall ober forzh petra hep na ouife paotred he familh gant ma ne vo ket anavezet hag all.). Spontus eo gwelet eo diazezet pep tra war sell an amezeg a-benn ar fin (aotre tad Intisar eviti d’ober studioù, gant ma tapfe ar c’harr-nij en un aerborzh pell evelse ne vefe ket gwelet gant tud a anavez o familh). Ma, ul lennadenn plijus ha dedennus, un tamm dizesper daoust d’an ton leun fent a zo bet roet da dudenn Intisar.

Looper

Posted in Filmoù with tags on Du 24, 2012 by geekezig

Rian Johnson ha Joseph Gordon-Levitt… Un dra bennak a zo c’hoarvezet ganto, hañ? Ah ya, Brick. 😀
Ar wech-mañ, ne c’hoarvezo ket seurt istor droch, daoust ma n’eo ket bet aes gwelet ar film e saozneg!
Ma. Looper neuze. Ur film skiant-faltazi tro-dro d’ar veaj en amzer eo. En dazont e vo bet savet peadra da veajiñ en amzer met difennet e vo, ar mafia hepken a c’hallo implij ar benveg hag a gaso tud da vezañ lazhet en amzer dremenet. Looper eo anv al lazherien a zo aze en amzer dremenet evit ober war-dro an dud-se. Ur vicher dañjerus eo looper, rak d’ur mare zo e vo echu an traoù. Joe a zo unan anezho ha gwelout a ra un deiz, eñ e-unan 30 vloaz koshoc’h.
Evel-just gant seurt tem eo arabat prederiañ re, rak buan e vez merzet n’eo ket logik ar pezh a c’hoarvez. Ma, evit ar re n’int ket sorc’hennet gant gwirheñvelded un dra n’eus ket deusoutañ forzh penaos e vo plijus kenañ ar film!
Fent a zo, ur bed dedennus met na vez ket displeget bep pemp munutenn, kentoc’h traoù a weler war ar skramm hag a intr, o voueta ijin ar seller (an otoioù da skouer), feuls eo met n’eus ket kement-se a draoù diskouezet. Santet e vez mat barregezh ar sevener da sevel ur bed/un istor gant nebeut a arc’hant. N’eo ket re deñval an traoù (Christopher Nolan, dedi evidout), lusket eo mat evit ma na vefe ket kavet hir an amzer met ma c’hallfemp memestra kompren an tudennoù, hag all. Daoust ma vez komprenet re vuan piv eo ar “rainmaker” ez on bet souezhet mat gant ar fin.
Ur prantad plijus ken-ken ‘m eus tremenet o sellet ouzh ar film, komprenet ho poa.

Joe, l’aventure intérieure

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 24, 2012 by geekezig

Ijinit ul levr bannoù-treset a implijfe dres an traoù plijus a oa e filmoù ar bloavezhioù 80 : ur paotr o vevañ un dra start er vuhez pemdez hag oc’h ijinañ an dra-se e stumm ur gwir brezel faltazi gant tudennoù e vuhez pemdez e-barzh.
Joe a zo taget gant kleñved ar sukr. E-kerzh un devezh skol e vez laeret e vadigoù digantañ, ur wech erru er gêr e ra ur grizenn peogwir ez eo izelaet re ar sukr en e wad. En e gambr emañ, ret e vo dezhañ tizhout ar gegin da vont da dapout ur banne soda. Ur gwir beaj a vo neuze…
Kempouez eo an traoù etre ar pezh a c’hoarvez e gwirionez hag ar pezh a ijin Joe, plijus-tre eo an tresadennoù, kaoz a zo eus traoù pouezus en un doare simpl ha skañv (kañv da skouer). Ur blijadur!