Wallander

Savet eo bet gant ar BBC azasadennoù eus romantoù Henning Mankell gant e haroz Kurt Wallander. Un azasadenn svedat a oa bet dija, met n’em eus ket bet tro d’he welet. Pep rann a zo un doare film, 1eur30. Teir rann a zo d’ar bloavezh kentañ (skignet int bet war Arte ha posupl eo gwelet anezho dre servij Arte VOD).
Tremen a ra an traoù e Sveden avat (ha filmet e Ystad e gwirionez) met an holl a gaoze saozneg (un tamm doare Millenium Fincher, hep an taolioù-mouezh iskis). A bep seurt enklaskoù a zo en teir rann-se. Brav eston eo ar skeudennoù, kalz c’hoarioù gant skeudoù, gouleier, talennoù a-dost-tre… Savet mat hag efedus. Kendrec’hus eo an aktourien ouzhpenn, Kenneth Branagh da zigentañ. N’anavezan ket romantoù Mankell met kavet em eus dispar an enklaskoù-mañ.
Un toullad traoù ouzhpenn a zo en DVD, peadra da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar skrivagner ha dibaboù skipailh ar BBC (domaj eo e vefe frammet gant memes skeudennoù ha lavarennoù avat, rak istor kleñved ar sukr da skouer a zeu da vezañ skuizhus un tamm ^^).

Advertisements

2 Respont to “Wallander”

  1. Oc’h echuiñ an dastumad levrioù emaon, n’em boa ket bet c’hoant sellout ouzh ar filmoù a-raok, met dedennus gouzout ez eus elfennoù ouzhpenn.

  2. […] rankan anzav on bet kendrec’hetoc’h! Souezhet on bet gant an niver a draoù heñvel eus Wallander am eus kavet (e-keñver skeudenn, frammañ, sonerezh). Rekipe ar BBC ? Saourus eo neuze n’eo […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: