Tell Me Lies

Ur film iskis eo Tell Me Lies. Savet eo bet gant Peter Brook (a ra pezhioù c’hoari kentoc’h) e 1967. Ne oa ket bet diskouezet e Frañs araok ar bloaz-mañ. E Londrez emañ ur strollad tud yaouank o prederiañ diwar-benn brezel Vietnam, ar pezh a welont er c’heleier, ar pezh a c’hallfe politikerien bro Saoz ober hag all.
Prantadoù liv ha gwenn-ha-du, prantadoù kanaouennoù iskis (kalz a fent du enno), dielloù… A bep seurt a zo er film hag a-wechoù n’eo ket anat kompren pep tra. Souezhet on bet o teskiñ ur bern traoù avat, diwar-benn Norman Morrison da zigentañ (an den en doa plantet tan enañ e-unan dirak ar Pentagone). Moarvat e oa dedennus gwelet ar film-se e fin ar bloavezhioù 60 hag anat an daveoù. Hirie an deiz eo drol un tamm. Un tu c’hoariva a zo ivez da vareoù zo… N’em eus ket keuz da vezañ bet o welet Tell Me Lies met anat eo din n’on ket deuet a-benn da veizañ tout ar pezh e oa e-barzh.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: