Tuer le père

Ur veajig en tren a zo bet trawalc’h evit lenn Tuer le père (evel boaz gant levrioù Amélie Nothomb), levr warlene, peogwir ne oa skouerenn dieub ebet eus an hini nevez e stumm niverel da amprestiñ.
Kregiñ a ra ar romant gant tudenn Amélie, en ur nozvezh “people”. Kontet e vo er romant istor daou den, daou hudour (doare Las Vegas). Tremen a ra an traoù er Stadoù-Unanet ha hag anzav a ran n’em boa ket komprenet mat da belec’h e oa an traoù o vont, souezhet on bet un tamm gant ar c’hlozadur (na mat, na fall). Un dudenn nec’hus-tre eo Joe, an “haroz”. Skarzhet gant e vamm da 14 vloaz e krog neuze da implijout e zonezoù evit ar troioù-hud (kartoù dreist-holl) evit gounit arc’hant. Goude-se e c’houlenno digant un den brudet-tre deskiñ dezhañ troioù all hag un darempred iskis a vo etrezo (mont a ra Joe da vevañ gantañ hag e wreg). Tapet on bet en istor (gant c’hoant gouzout betek pelec’h ez aio Joe ha peseurt soñjoù tort a oa gantañ…) evidon emañ e-touez romantoù mat (hep bezañ dreistordinal) ar skrivagnerez ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: