Les chevaliers de Baphomet – Director’s Cut

Abaoe ur pennad em boa prenet Les chevaliers de Baphomet e-pad distaolioù en ur stal vras sevenadurel. En ur glevet komz eus raktres un heuliad (arc’hantet dre g/kickstarter) em eus soñjet e oa poent stagañ ganti marteze!
Les chevaliers de Baphomet a grog e Pariz. Ar stumm “Director’s cut” am boa prenet, un adembannadur a oa bet graet gant sikour Ubisoft evit ar Wii. Kregiñ un devezh araok ar c’hoari orin, p’eo Nicole test eus marv an den a oa sañset da atersiñ. Sur eo ez eo ez eus un dra bennak iskis en afer ha ne zaio ket war welaat pa vo ur vombezenn o tarzhañ er c’hafedi e lec’h m’he doa emgav gant un den a felle reoù tiouroù dezhi. Er c’hafedi-se e oa Georges o pakañ ur banne ivez…
A bep eil e vo c’hoariet gant Nicole, kelaouennerez yaouank ha gant Georges, un tourist amerikan evit diskoulmañ kevrinoù tro-dro da vuntroù iskis.Ur c’hoari “point ‘n’ click” klasel eo : komz gant an dud, sellet ouzh an traoù ha dastum reoù zo, implijout un dra gant un dra all ha luziadennoù all ur wech an amzer.Kalz a fent a zo, mouezhioù a zo a-hed ar c’hoari (plijus eo klevout mouezhioù Doc Brown pe c’hoazh Homer… ^^)
Ur gudenn son a zo avat, da vareoù zo eo mouget un tamm : enrolladennoù ar c’hoari kozh marteze? Displijus eo bet ivez klask meur a wech traoù zo, gwelet ne ya ket en-dro, sellout ouzh ar sikour (er c’hoari) ha gwelet e oa ar gwir ganin. E gwirionez abalamour d’ar wiimote ez eo kizidig-tre a-wechoù ha ne sant ket dre ret ar pezh a fell deomp ober ar wech kentañ memes p’eo an dra vat! Dipitus. E-keñver doare da gregiñ ganti ne gavan ket dispar dispar neuze.
Plijus-tre eo an istor avat, mare Siria/Bro Spagn dreist-holl. Un tamm buan ec’h erru ar fin a gav din (n’em eus ket komprenet mat abegoù Kahn da skouer). Un draig iskis all : lodennoù filmoù a zo a-wechoù, da vareoù zo e 3D ha da vareoù all e-giz ur fiñv-tresadenn klaseloc’h. N’eo ket ordin brav-tre ar prantadoù-se ha dreist-holl ne gavan ket plijus e vefe bet cheñchet stil (ar prantadoù e 3D a zo bet lakaet ouzhpenn evit ar stumm-mañ moarvat)…
Ur wech echu ar c’hoari ez eus tu da welet tresadennoù prientiñ, skeudennoù eus ar skipailh hag ur gerig gant krouer ar rummad, plijus eo atav gouzout un tamm hiroc’h diwar-benn awen ur raktres.
Setu, ur c’hoari plijus ha fentus-tre, daoust din bezañ bet dipitet gant traoù teknel ha dibaboù zo evit ar stumm director’s cut. N’emañ ket e-touez point ‘n’ click-où gwellañ ar bed evidon met dalvezout a ra ar boan memestra 🙂

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: