Kylooe 3

Souezhet e vezan atav gant levrennoù nevez Kylooe. Ar wech-mañ e kinnig Little Thunder deomp poltred daou baotr en ur bed nec’hus : difennet eo d’an dud diskouez o santadoù. Ma vez tapet unan bennak o c’hoarzhin pe o ouelañ e vez kaset en un doare kamp bac’h. Mile a zo ur paotrig en deus poan o chom hep c’hoarzhin ha tapet e vez eveljust. P’emañ er c’hamp-bac’h e ra anaoudegezh gant ur paotr koshoc’h, Nath. Dieubet int pa ziviz ar gouarnamant cheñch ar reolennoù : bremañ e rank an holl mousc’hoarzhin bepred. An daou baotr a gav-se ken start all…
Dedennus ha brav em eus kavet istorioù Mile ha Nath. Ne vez ket gwelet Kylooe kalz a-benn ar fin, met ‘m eus aon eo bet evidon istor greñvañ ha bravañ ar rummad betek-hen!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: