Dielloù evit Here, 2012

Mermaid Project 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Here 31, 2012 by geekezig

E Pariz e krog istor Mermaid Project, e kreiz an XXIvet kantved. Cheñchet eo ar gevredigezh, n’eus tamm petrol ebet ken. Ar metan an hini a vez implijet evit beajiñ gant ar c’harr-nij da skouer ha setu perak emañ Algapower e-touez brasañ ha galloudusañ embregerezhioù ar bed : en ur gemmañ organoù ar bezin e krouont metan forzh pegement.
Romane a zo e-touez ur vinorelezh “gwelus” : gwenn eo. Poliserez ouzhpenn, n’eo ket aes bemdez eviti. Ur c’houblad a zeu un deiz da welet anezhi ha kaset e vo betek ar Stadoù-Unanet da glask petra ‘vez graet resis gant Algapower, un istor gant delfined kemet o empenn a-benn bezañ gouest da labourat evit mab-den…
N’eo ket re fall istor Mermaid Project ha plijet a-walc’h e vefen o lenn ar pezh a vo war-lerc’h. N’eo ket dispar dispar an tresadennoù (n’ouzon ket perak e soñjan er pezh a vez er c’helaouennoù evit ar vugale pe ar grennarded un tamm) met lennet e vez aes. Ul levr bannoù-treset gall klasel a-benn ar fin.

Advertisements

Les lumières de Tyr

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Here 30, 2012 by geekezig

Souezhet e vo lennerien zo o welet neuz al levr-mañ marteze (‘michañs? Evit ar re zo erru boaz da welet petra lennan). Anzav a ran diouzhtu deoc’h (ha d’ar re n’int ket evit gouzañv al levrioù bannoù-treset) : ret eo din lenn un toullad mat evit ma labour setu e vo ur beeern pennadoù, diwar-benn traoù ne vefen ket bet o lenn da gustum.
Kroget em eus gant hemañ peogwir e kaven vil euzhus an tresadennoù (kenkoulz din mirout an traoù plijusañ pa vin erru skuizh!).
Fentus eo an istor avat. Tremen a ra an traoù e Tyr, ur gêr e su Liban. Mustapha ha Mohammed a zo nec’het abalamour ma vez imoret fall an dud pa vez troc’hadennoù tredan diouzh an noz : ma tiskenn an dud da lakaat an tredan en-dro n’hallont ket pignat ken gant ar bignerez da c’houde, an dud a chom er gêr neuze. Pezh a zo ne gouskont ket mat peogwir ne ya ket an avelerien-tredan en-dro ken! Ur gwir kelc’h-bac’h spontus…
Evel gour-harozed e tiviz an daou vreur mont da lakaat an tredan en-dro e ti an dud ha tamm-ha-tamm e kresko o strollad.
N’eo ket fall tamm ebet an istor a gomz eus kudennoù fetis gant diskoulmoù leun a ijin bugale. Echuiñ a ra un tamm trum an traoù (evel boaz a-benn ar fin, pa vez kavet un “diskoulm” gant an dud vras…) met plijadur em eus bet o lenn avañturioù ar strolladig-se. Domaj eo e vefe ken vil an tresadennoù memestra!! Brav e vefe bet kaout un istor e liv ouzhpenn evit klotañ gant bed ar vugale… Aze e ra tristik an traoù. Ma!

La muraille de lave

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Here 24, 2012 by geekezig

Gortozet am bo e-pad pell evit dont a-benn da gaout ar romant-mañ el levraoueg! (hag erruet eo gant c’hwezh butun yen, ec’h!).
Tremen a ra an darvoudoù kontet e-barzh La muraille de lave dres da vemes mare hag La rivière noire. Heuliet e vo enklask Sigurdur Oli avat. Muntr ur plac’h na seblante ket gwall sklaer hec’h unan.
A bep seurt a vo en istor met tamm-ha-tamm e teuio an traoù da vezañ liammet gant “ar vikinged nevez” paotred an tiez-bank o vont en tu-hont d’al lezennoù. N’ouzon ket dres da beseurt mare eo bet skrivet, met gwir eo e seblant iskis peogwir ez eo cheñchet an traoù e Island abaoe war an dachenn-se… (met anat eo e taolenn mat ar sotoni a oa gant tud zo just araok ar “grizenn”)
Digempouez ‘m eus kavet un tamm rak enklask muntr Lina a vez diskoulmet aes a-benn ar fin (ha n’eo ket souezhus tamm ebet), dedennus ‘m eus kavet avat e vefe lakaet war-wel pegen start eo un enklask pa teu istor personel ar poliser er jeu.
Souezhet on bet ivez gant istor Andrès. Daoust ha plijout a rae an dudenn da Arnaldur ? Ankouezet en doa ober an dro gant an dudenn-se e-barzh Hiver arctique? Evidon-me ne zegas ket kalz a dra d’ar romant-mañ.
Re a draoù a zo e-barzh La muraille de lave a gav din. An istorioù a zo liammet un tamm etrezo met ne seblantont ket liammet en un doare gwirion met kentoc’h evit lakaat ar gaoz war kudennoù resis. Tost sur on ne blij ket kalz Sigurdur Oli d’ar skrivagner, ha start eo e gavout plijus evel enklasker. Ur santad drol ‘m eus bet ivez, ur raksant fall evit Erlendur… Da welet ma teuio da wir.
Ma, a-bell levr dipitusañ Arnaldur evidon. N’eo ket bet displijus da lenn hañ met n’ouzon ket… skrivet re vuan marteze? Domaj eo!

Paperboy

Posted in Filmoù with tags , , on Here 22, 2012 by geekezig

N’em boa ket klevet komz eus ar film da vare festival Cannes (war a seblant e oa bet huchet e-pad ar skignadenn ha diskaret gant an holl). Aet on d’e welet “n’ouzon ket mat perak” hep gouzout re diwar-benn petra ‘oa kaoz. Souezhet on bet neuze eveljust, peogwir ne oan ket o c’hortoz un istor kelaouenner a glask diskouez pegen nul eo ar justis en ur didamallañ ur prizoniad. Nag a reuz a zo bet tro-dro d’ar prantadoù sañset “tomm”pe stroñsus… (heuget on bet gant traoù zo a oa kentoc’h liammet gant bouzelloù aligatored ha n’eo ket gant staot, ma.)
Neuze : Paperboy a gont istor daou vreur en hañv 1969 e Florida. Tomm-gorr eo an amzer. Ar breur henañ a zo o skrivañ ur pennad diwar-benn un torfedour iskis. Dont a ra Charlotte Best, danvez-gwreg an torfedour da sikour anezho, ha Jack, ar breur yaouank a vez o vleniañ an oto. Charlotte a zo un doare plac’h fardet forzh pegement, berr he brozioù ha kempen he ferukenn, Jack a zo bammet razi diouzhtu.
Ya, da vareoù zo e ra “klip” un tamm, re labouret eo ar skeudenn evit ober giz-kozh. Ha neuze? Anzav a ran ez on bet tapet gant an istor. Aergelc’h gleb-tomm-druz Miami ha tro-dro (un tamm evel e-barzh Dexter) a zeu brav. Hag ar santadoù orged/c’hoant ivez.
Souezhet brav on bet gant an aktourien, an holl anezho. Marteze n’eo ket disi an istor (diazezet war ur romant) na re soutil dibaboù zo met ur film souezhus ha deuet kentoc’h mat eo, a gav din.

\o/ 800 notenn!

Un heureux événement

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 22, 2012 by geekezig

N’hallan ket lârat eo betdisplijus sellet ouzh Un heureux événement. Dipitet, avat, a c’hallan. Evidon-me e oa ar film sañset da vezañ fentu-du, ur sell disheñvel, maez ar c’hizoù a zo er mare-mañ (tudenn Josiane Balasko a ro un tamm ar blaz-se, met pas a-walc’h). A-benn ar fin e chom klasel kenañ. Un tamm memes santad hag em boa bet gant Friends With Kids a-benn ar fin. Daoust ha ken start eo ober traoù un tamm disheñvel diwar-benn an desevel bugale? Marteze…
Ma, amañ e vez gwelet buhez ur c’houblad a ziviz kaout ur bugel. N’int ket prest dre ret, hi zo studierez c’hoazh, eñ a labour en ur stal a feurm filmoù… Tremen a ra an traoù hag eveljust ur wech ganet ar bugel e cheñch o darempred. Setu. Ur film gall jentil, dudius ha setu tout.
Dedennus ‘m eus kavet an tammig teulfilm diwar-benn ar sonerezh war an DVD, ral a-walc’h eo kaout traoù diwar-benn-se.

Wallander

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , on Here 21, 2012 by geekezig

Savet eo bet gant ar BBC azasadennoù eus romantoù Henning Mankell gant e haroz Kurt Wallander. Un azasadenn svedat a oa bet dija, met n’em eus ket bet tro d’he welet. Pep rann a zo un doare film, 1eur30. Teir rann a zo d’ar bloavezh kentañ (skignet int bet war Arte ha posupl eo gwelet anezho dre servij Arte VOD).
Tremen a ra an traoù e Sveden avat (ha filmet e Ystad e gwirionez) met an holl a gaoze saozneg (un tamm doare Millenium Fincher, hep an taolioù-mouezh iskis). A bep seurt enklaskoù a zo en teir rann-se. Brav eston eo ar skeudennoù, kalz c’hoarioù gant skeudoù, gouleier, talennoù a-dost-tre… Savet mat hag efedus. Kendrec’hus eo an aktourien ouzhpenn, Kenneth Branagh da zigentañ. N’anavezan ket romantoù Mankell met kavet em eus dispar an enklaskoù-mañ.
Un toullad traoù ouzhpenn a zo en DVD, peadra da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar skrivagner ha dibaboù skipailh ar BBC (domaj eo e vefe frammet gant memes skeudennoù ha lavarennoù avat, rak istor kleñved ar sukr da skouer a zeu da vezañ skuizhus un tamm ^^).

Puella Magi Madoka Magica 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags on Here 17, 2012 by geekezig

 

N’on ket plac’h ar “Magical Girls” estreget Card Captor Sakura marteze.Gwelet em boa un ali mat-tre diwar-benn hemañ avat e-barzh abadenn 101% ha neuze p’em eus e welet el levraoueg…
Puella Magi Madoka Magica a zo hegasus da skrivañ iskis un tamm peogwir e vez laosket an dibab d’ar merc’hed. Dre vras e seurt istorioù e teu ar galloudoù un tamm dre redi a-benn ar fin. Amañ e teu un doare loen (klasel, neuz ul loen feur moutig gantañ) da welet anezho hag a ginnig ober un het evito. En eskemm e vo ret d’ar merc’hed stourm ouzh sorsered ha speredoù fall hag all.
Anat eo n’eo ket ken aes-se. Plijus ‘m eus kavet ar prederiadennoù hag an doare santad “mmh, n’eo ket sklaer an traoù”!
Ur sapre si a zo gant ar manga avat : kavet em eus e oa luzhiet spontus da heuliañ, alies ne gomprenen ket penaos lenn an traoù en urzh na petra c’hoarveze (er fin da skouer, e c’hoarvez un dra spontus ha n’em boa ket komprenet tamm ebet, a-drugarez d’ur frazenn goude em eus merzet “oh ya sell, petra ‘zo bet?” distroet on da welet ha ne oa ket sklaer c’hoazh!).
War a seblant e vefe bet savet ar manga goude an anime. Daoust hag un abeg a vefe? N’ouzon ket. Hegaset on un tamm peogwir e kavan ez eus un tu dirc’hortoz en istor met ar gudenn dezrevelliñ am eus kavet re bounner…

%d bloggers like this: