Killer Joe

Chris a zo ur paotr yaouank un tamm “loser” ha ret eo dezhañ restaol ur 6000$ bennak da werzherien dramm. Buan e teu dezhañ ar soñj implij unan bennak da lazhañ e vamm. E c’hoar Dottie a resevo arc’hant he asurañs-buhez ha rannet e vo etrezo (Chris, Dottie, o zad hag e wreg) goude bezañ bet paeet ar muntrer. Sañset e tremeno mat pep-tra. Joe a raio war-dro un traoù, ur poliser eo hag a ra-se ouzhpenn evit gounit arc’hant… Pezh a zo e c’houlenn Joe ur gwarant bennak peogwir n’int ket gouest da baeañ en a-raok : Dottie an hini a vo…
N’em boa ket komprenet diouzhtu e oa tennet an istor ouzh ur pezh-c’hoari ha daoust ma vez santet peogwir ez eus nebet a lec’hioù hag e chom an traoù klet a-walc’h e klot mat gant an istor euzhus-mañ. N’ouzer ket re m’eo ret c’hoarzhin (darn vrasañ an tudennoù a zo droch memestra ha ne brederiont ket kalz araok ober traoù sod) pe bezañ heuget ha spontet.
Un aergelc’h tomm, lous, c’hoazh petrol ha druzoni a zo gant pep tra…
Deuet eo kentoc’h brav neuze d’am meno. N’on ket sur avat m’eo da guzuliañ pe get, gwall direnkus eo memestra ha n’ouzon ket mat m’on bet ken bamet-se pe ma ‘m eus kavet mat… Iskis!

Advertisements

2 Respont to “Killer Joe”

  1. Memes santimant ‘vidout m’boa bet pe dost o tont maez ar sal. Chomet eo arvestoù-zo ur mare em fenn. Hi hi, dija n’afen ket di (‘vit abegoù all), met diaes mont d’ar c’h/KFC war-lec’h bezañ bet gwelet ar film, dreist-holl ‘vit ar merc’hed marteze. Iskisat tamm kig yar ! 😕
    Ansav ‘ran m’eus bet tro da c’hoarzhin forzhig ‘mestra met gwir eo ez eo direnkus mat ar film a-wechoù, gwelet m’eus e kave tud zo diaes ba’r sal.
    ‘Veldout, n’alifen ket ‘ne’añ d’ar muiañ-niver, sur, met da dud zo a an’ve’an o blazioù/kizidigezh perak pas…Aktourien donezonet, film sevenet brav… n’eus ket kalz tra c’hwitet ‘benn fin.
    Ar rebech gwir nemetañ rafen (met n’eo ket grevus-tre) eo hini istor oad Dottie. Ur mare ‘lâr da Joe he deus 12 bloaz. Aze n’on ket bet kad da grediñ. Gwiriet ‘m eus oad an aktourez o tistreiñ ba’r ger, gant an aon deuet da vezañ pedofil pe dost, ouf, 23 bloaz eo an aktourez (Juno Temple he anv). N’em c’houlennet on perak 1) n’o deus ket roet dezhi un oad kosoc’h un tamm er film (16 vloaz lakomp), aesoc’h vije bet da grediñ, pe 2) perak n’o deus ket kemeret un aktourez yaouankoc’h (bon, aze klasket ‘m eus, war a seblant eo bet diaes dezhe kavout unan dija, tu zo da gompren perak).

  2. Ya, klevet em boa farsadennoù diwar-benn KFC hep kompren met anat eo… ec’h (ar skritell amerikan a zo un tamm kig-yar e stumm stad Texas)
    Ya, ya, tammoù fentus-tre a zo (gant an tad dreist-holl) met ‘meur a wech e oa tud o c’hoarzhin er sal ha me oa kentoc’h “eeeh, nec’hus ar paotr…” Gwir eo eo mestroniet mat-tre e pep keñver mod all!
    Evit oad Dottie, pa lâr he deus 12 vloaz em eus me komprenet pe oad e oa pa oa gant he amourouz bihan aze, ur seurt melkoni eus ar garantez pur o doa ha setu perak e respont “me ivez” rak anat e oa evidon e oa koshoc’h. Ur 16 vloaz bennak evel ma lârez.
    Goude-se e rank bezañ graet a-ratozh evit direnkañ an dud da liveoù disheñvel : Evidon e oa anat e oa koshoc’h setu n’em eus ket prederiet en-se tamm ebet ^^ Marteze eo graet a-ratozh evit direnkañ ar baotred 😀 (trawalc’h a zo bet evit ar merc’hed da vareoù all… ^^”)
    Met ya, n’on ket souezhet o defe bet poan o kavout un aktourez (daoust din kavout startoc’h rol Sharla al lez-vamm…).

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: