In Time

Bon. Kregiñ a ran ma fennad en ur veuliñ Gattaca, evelse ne vo ket ezhomm da geñveriañ an daou film da c’houde. Gattaca a zo e-touez ar filmoù skiant-faltazi a blij ar muiañ din, ur film a oan bet gouest da sellet div wech diouzh renk p’am boa feurmet ar gasetenn (ijinit ‘ta, er c’hantved diwezhañ neuze!) hag all. Ur gwir bam e oa bet evidon hag all hag all. Ma. N’on ket iskis a-walc’h avat evit chom sorc’henet gant-se ha soñjal e rank ordin ur sevener ober ken mat hag ar burzhud araok (Helloooo Christopher Nolan! Hello Darren Aronofsky (ah nann, aze e oan bet iskis a-walc’h evit krediñ-se…) ha salud d’ur bern reoù all moarvat).
Ur bern tud o deus kavet nul In Time. Me ‘m eus kavet dudius. E gwirionez. Ne oan ket kennebeut o c’hortoz gwellañ film ar bloaz. An eurvezh kentañ am eus kavet e gwirionez dreist, gant tammoù am eus kavet souezhus evit ur film savet er mare-mañ (marv ar vamm da skouer). Eil lodenn ar film a zo gwanoc’h anat, hag un tammig droch zoken, gant ur happy ending torr-penn. Setu. Sur eo en defe gallet bezañ bet kalz gwelloc’h (gant produerien all marteze?), ar mennozh a chom dreist. (Evit ar re ne ouifent ket : e 2070 ez kemmet genoù mab-den. An holl a vev betek 25 vloaz hag a vir an neuz 25 vloaz da viken. Ur bloaz a chom da bep hini, an amzer o vezañ moneiz ar bed…)
Ne lârin ket deoc’h ez eo In Time ur bennoberenn peogwir n’eo ket met perak ta bezañ beg-figus dirak ur film a chom plijus-tre da sellet daoust d’e sioù (sklaer)?

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: