La mémoire de l’eau

La mémoire de l’eau a zo un istor berr bet embannet e-barzh kelaouenn Spirou. E div levren e vez kavet e stumm “klok” ha lennet e vezont gant plijadur e-korf un hanter-heuvezh bennak.
Marv eo mamm-gozh Marion, hag he zud a zo o tispartiañ. Divizet he deus he mamm dont da vevañ e ti-kozh he bugaleaj, e Breizh (n’eo ket lâret met anat eo). Gwelout a ra tresadennoù iskis engravet e peulvanoù tro-dro d’an ti ha setu hi neuze d’ober he zamm enklask! Istorioù mojennoù, familhoù daonet ha me-oar-me a vo eveljust!
Plijus-tre ‘m eus kavet, daoust d’an traoù chom simpl a-walc’h e klot penn-da-benn gant an istorioù a blije din pa oan yaouankoc’h : ar mor, mojennoù, ur bugel oc’h enklask… E gwirionez e vefen bet gouest da ijinañ seurt istor d’ur mare bennak ^^
An tresadennoù a zo un tammig re simpl ivez marteze… Met n’eo ket direnkus! Un aergelc’h plijus-tre a zo gant an hollad ha d’an meno e plijo d’ur bern bugale (ma ‘z eus bugale heñvel ouzhin pa oan bugel :D).

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: