Otaku Blue 1 – Tokyo Underground

Golo ha titl Otaku Blue o deus dedennet ac’hanon raktal. E lennet em eus hep sellet ouzh an diverrañ zoken. Tremen a ra an istor e Tôkyô (anat deoc’h) hirie an deiz. Heuliet e vez Asami, ur studierez war ar sokiologiezh. C’hoant he deus ober he dever memor war an otaku. E keit-se e vo gwelet ivez un enklask polis tro-dro da vuntroù euzhus : merc’hed a vez lazhet ha troc’het ul lodenn eus o c’horf (an daouarn, an treid… lodennoù disheñvel bep tro).
Iskis ‘m eus kavet tudenn Asami. Er penn-kentañ e vez gwelet o labourat en ur maid cafe ha koulskoude ne seblant gouzout netra diwar-benn an otaku kazi. Un tammig pounner eo ouzhpenn hec’h istor karantez.
A-benn kavout tud da atersiñ evit he labour skol-veur e krog da zaremprediñ ur plac’h gwisket giz gothic lolita ha da glask hi ivez en em wiskañ evelse.
Sklaer eo n’eo ket anat kompren metou an otaku, pezh a zo, evit tud n’anavezont netra, n’on ket sur e vefe aesoc’h gant ar levr bannoù-treset-mañ. Un otaku a seblant bezañ un den a dremen e amzer o sellet ouzh merc’hed yaouank treuzwisket. Anat ez eus reoù evelse met reoù all a zo ivez ^^ Buan a-walc’h e teu ivez da vezañ otaku = hikikomori… (tud a vev hep kuitaat o ranndi hep gwelet den)
Santet e vez ivez n’eo ket gwelet mat an otaku er gevredigezh japanat, met pas trawalc’h ‘m eus aon.
Ma! Kevrinus a-walc’h eo ar muntroù (daoust ma tiviner ur bern traoù, met marteze e vin souezhet pa lennin an eil) ha n’eo ket displijus da lenn. Klasel-tre eo an tresadennoù, daore franko-belgiat koa. Ar merc’hed a zo un tammig re heñvel an eil re ouzh ar re all marteze.
Setu, n’on na plijet na displijet, gwelet a rin penaos ec’h echuo an traoù (echu ‘vo an istor en eil levrenn sañset).

Advertisements

Ur respont to “Otaku Blue 1 – Tokyo Underground”

  1. […] oan ket bet kendrec’het kalz gant penn-kentañ Otaku Blue, met n’ouzer james. Un toullad traoù kevrinus a oa memes tra. En eil levrenn ez eo difoupet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: