Gainsbourg (vie héroïque)

Ur skeudenn displijus a-walc’h am boa eus Serge Gainsbourg pa oan bugel, abalamour d’an abadenn gant Whitney Houston ha traoù all a seurt-se. Ur mezvier provok a oa evidon ha setu tout. Diwezhatoc’h em boa bet tro da glevet e sonerezh a gaven plijus met ne oan ket aet da glask pelloc’h.
Soñj ‘m eus ivez eus ar pezh a oa bet tro-dro d’ar film : ar skritell difennet abalamour d’ar butun, emlazh Lucy Gordon hag all. Met ne oan ket bet d’e welet er sinema.
Dre m’eo bet skrignet emberr, em eus soñjet e oa ar mare d’e sellet! Fentus eo peogwir em boa an rak an tu kontadenn, an doare tasmant a vez o komz gant Gainsbourg hag an holl draoù-se a gavan a zo deuet mat-tre. Kalzig traoù a seblant faos met kalz fent a zo ha klotañ a reont gant an dudenn… Plijus-tre eo penaos eo bet graet Flipus (ur vergodenn?) ivez. Kalz hegasetoc’h on bet gant hirder ar film hag an doare redi da ziskouez tud vrudet (an tudennoù hag an aktourezed, dre vras) hep na zegasfe-se kalz a dra a-benn ar fin. Re resis, evel un heuliad taolennoù na seblantont ket a-bouez a-benn ar fin… Re hir, petra ri! A-benn ar fin em eus kavet mat-tre ar film betek ar mare ma teufe Gainsbourg da vezañ brudet, adalek ar mare, daoust din bezañ kavet traoù plijus c’hoazh e oa an tech “taolennoù” aze am eus kavet torr-penn un tamm.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: