Le voyage extraordinaire 1

Steampunk evit ar vugale, setu petra eo Le voyage extraordinaire! Istor Noémie hag Emilien, kindirvi dilezet gant o zud ha sot gant sevel mekanikoù iskis. E 1927 e tremen an traoù, met en ur bed disheñvel eveljust, e-lec’h n’eo ket echu ar brezel-bed kentañ ha dreist-holl ez eus mekanikoù o kemer perzh er brezel, hep dibab un tu resis…
Ret eo dezho distreiñ da vro saoz pa erru tud Noémie. Sur eo an daou vugel ez eus un dra iskis o tremen…
Buan a-walc’h ec’h erru Amélia hag asambles o do ur raktres kuzh a-benn gouzout petra ‘zo c’hoarvezet da dad Emilien.
Gant plijadur e vez lennet an istor-mañ, an tresadennoù a zo leun a livioù, fent a zo pep tra evit sevel un dastumad plijus, d’am soñj!

Advertisements

2 Respont to “Le voyage extraordinaire 1”

  1. stefancarpentier Says:

    Brav eo an tresadennoù, pa c’hallin lakaat an dorn war se e rin.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: