Broken

Tim Roth ha Cillian Murphy. Setu sklaer perak on bet o welet Broken. Ne ouien ket zoken eus petra oa kaoz, estreget istor ur plac’h yaouank. Heuliet e vez Skunk, ur plac’hig o vont e c’hwec’hvet klas. Klañv eo gant kleñved ar sukr, ret eo dezhi diwall neuze.
Broken a gomz ivez eus a bep seurt traoù : un amezeg, tad a familh, ken feuls ma ra aon d’e verc’hed a gont gevier drouk. Suzan a lâro evelse he deus bet darempredoù revel gant Rick, ur paourkaezh paotr un tamm skañv e benn, amezeg dezho. Adalek ar mare-se e vo start an traoù evitañ, an holl a soñj dezho eo sod ha gouest da vezañ feuls. E keit-se e vo ur mignon nevez gant Skunk, ret e vo dezho mont d’ar skolaj, hag all. Iskis eo peogwir ne oan ket tamm ebet oc’h ijinañ-se (met daoust hag ijinañ un dra bennak a raen?). Douget e vezer gant red an amzer evel Skunk, a zo un dudenn blijus spontus. Ur poltred trist a-walc’h eo eus karterioù saoz a seblant kentoc’h sioul eo ivez. Un tamm hegasus eo an tech “film vakañsoù giz-kozh” a zo da vareoù zo met mod all, n’eo ket fall tamm ebet.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: