L’étrange pouvoir de Norman

Ur skeudenn giz-kozh, a lak da soñjal e raktres “GrindHouse” Tarantino & Rodriguez, setu penaos e krog ParaNorman. Hag un tammig memes blaz hag ar raktres-se en deus ar film bevaat. Ur film zombied eo.
Plijet en deus kalz din ne vefe ket displeget e-pad kant vloaz perak ha penaos en deus dizoloet Norman e c’halloud. (ya, kustumet e vezer d’ar filmoù a-bezh a servij da zigeriñ istor un haroz bremañ… Anzavomp ez eo torr-revr a-wechoù) Gouest eo da welet ar re varv ha komz a ra gante. N’eo ket gwelet mat-tre er skol avat ha poan en deus da gomz gant ar re vev, gant tud e familh. E eontr spontus a zeu da glask a anezhañ peogwir eo erru prantad deiz-ha-bloaz marv sorserez ar gêriadenn, bep bloaz e vir an eontr-se e c’hoarvezfe un dra spontus. Ret e vo da Norman ober war-dro ar bloaz-mañ met n’en deus ket an holl ditouroù evit en ober! Ne dremeno ket mat pep tra neuze… Gant “sikour” tud all (e c’hoar vras, e “vignon” hag e vreur bras hag ur paotr drouk en e glas) e vo ret dezhañ tallañ ouzh ar strollad zombied ha dreist-holl ouzh an dud gour deuet gouez abalamour da-se.
Fentus eo ParaNorman (kaoc’h-ki perak eo bet lakaet un titl nul e galleg?), met ur fent un tammig ispisial, na blije ket dre ret d’ar vugale. Ur bern daveoù a zo ouzhpenn (d’ar filmoù spont hag all) a zo saourus evit ar re a anavez anezho met a vo divlaz evit ar re all.
Ur blijadur eo ar sonerezh, ur meskaj levezon sonerezh filmoù Carpenter gant un tammig Clint Mansell (er fin). Plijus-tre eo gwelet ur film bevaat “giz-kozh” (gant doare mergodennoù ha n’eo ket gant an urzhiataer).
Lusket evel ur film eus ar bloavezhioù 80, gant an tu “ur strollad bugale a rank saveteiñ an holl” a oa er filmoù d’ar mare-se ivez… N’eus ket kalz a dra da rebech da b/ParaNorman.
C’hoant em befe bet da glevet an eilmouezhiañ e saozneg marteze.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: