Kimi no Knife 1

N’ouzon ket perak e lâr titl Kimi no Knife un dra bennak din. Un displegadenn ho pefe?
Ur wech kroget da lenn an istor, n’em boa tamm mennozh ebet perak e soñje din bezañ klevet an anv-se dija.
Istor Shiki, ur c’helenner yaouank eo. Un nozvezh, en un davarn, e kinnig ur plac’h dezhañ 5 milion yen a-benn lazhañ unan bennak. En ur farsal e asant. Souezhet eo avat pa wel ne oa ket ur farsadenn…
Prederiet eo gant ar muntr (ne fell ket dezhañ ober-se) met ezhomm en deus arc’hant evit sikour e c’hoar, klañv gant ur c’hign-bev. Mont a ra d’an emgav. Tremen a ra an traoù betek ma tigorfe Shiki un nor, ur plac’h 18 vloaz a zo a-dreñv d’an nor-se, bac’het e oa bet e-pad 10 vloaz gant he zad (o deus lazhet). Dre faod Shiki eo m’eo chomet bev ha rediet eo neuze d’ober war he zro.
E fin al levrenn-gentañ n’ouzer ket ma tristroio Shiki da labourat evit ar plac’h iskis bet kavet en davarn pe get.
Kevrinus-tre eo ar manga, tudenn an enklasker polis dreist-holl. Un darempred plijus a zo etre Shiki hag Itsuki (merc’h an den bet lazhet) a ro un tu skañv d’an istor. Evel-just e vez goulennet digante lazhañ tud a zo kentoc’h drouk, ret eo anzav…
Peadra da gaout ur preder ha kalz bec’h evit tudenn Shiki sur a-walc’h! Laouen e vin o lenn ar pezh a zeu war-lerc’h!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: