おおかみこどもの雨と雪 (Ōkami Kodomo no Ame to Yuki / Les enfants loups – Ame et Yuki)

(Ahaha, skrivet em boa un notenn diriaou ha gant un tamm klik a-dreuz ar beure-mañ en ur adlabourat an destenn, hop! Diverket pep tra! Trugarez, WordPress ha da autosave… ><)
Ur santad iskis am eus bet adalek munutennoù kentañ ar film. Ur santad kreñv ha fromus, daeroù war-var da dont abalamour da gaerder ar skeudennoù…
Ur studierez yaouank eo Hana. Er skol-veur e ra anaoudegezh gant ur paotr yaouank iskis un tamm. Un den-bleiz eo, ha daou vugel o do. Brav-tre eo buhez ar c’houblad, simpl ha tener. Trumm e c’hoarvez un dra bennak gantañ (den na ouio e anv) hag e rank Hana sevel an daou vugel-bihan hec’h unan. Bugale-bleiz ouzhpenn-se.
Ne vo ket troioù-kaer dreistordinal en istor-mañ met istor ur familh, nec’het o klask kuzhat ur sekred, hag a glask bevañ gant tud all memestra. Tamm-ha-tamm e kresko ar vugale betek kavout pep hini (h)e hent.
Kenskoazell, c’hoarzhadennoù, traoù simpl ar vuhez-pemdez… Met ivez traoù startoc’h, bec’h… Brav eston eo, c’hoarzhet e vez gant sotonioù Yuki, nec’het gant prederiadennoù Ame, bamet rak nerzh Hana, a vez ordin imoret mat. Pep tudenn a zo dedennus ha denel.
Marteze ez eo un tammig bihan tout re hir met ken brav eo… Un tammig memes santad hag ar pezh em boa bevet gant How To Train Your Dragon e oa, en un doare dousoc’h. N’eo oa ket un darzhadenn e fin ar film met un draig vihan o stardañ em c’hreiz a-hed ar film. Film gwellañ ar bloaz evit ar mare evidon-me!
Kit da welet おおかみこどもの雨と雪 er sinema ma tremen e-kichen ho ti !

Advertisements

2 Respont to “おおかみこどもの雨と雪 (Ōkami Kodomo no Ame to Yuki / Les enfants loups – Ame et Yuki)”

  1. Oan ket sur mont da welet ar film-mañ, dre ma ne oan ket fan-tre eus filmoù Mamoru Hosoda (dreist-hol an hini ziwezhañ) met gant ar film-galv, da bennad ha da notenn Senscritique on bet kendrec’het, hag ar gwir oa ganit.
    Brav-tre am eus kavet ar film, meret eo ar meskaj 2D/3D gant ampartiz ha n’ez eus ket eus efedoù gouloù ha 3D vil evel ma ‘z eus tu gwelet war ul lodenn eus ar manga modern. Fromus an istor ivez, zoken ma ‘z eo un tamm “istor romantel krenarded” al lodenn gentañ (un tamm boaziet e vezer memestra).
    Heuliañ a rin gant muioc’h a aked oberenn an aozer-mañ. Un doare “wagenn nevez” en tresadennoù-bev japanat marteze.

  2. La traversée du temps en doa plijet kalz din ivez, met n’em eus ket bet tro da welet Summer Wars (c’hoazh).
    Laouen on da vezañ sikouret d’az kendrec’hiñ 😀
    Ar gwir a zo ganit (skrivet re vuan ma fennad, ankouezet penn-da-benn komz eus ar santad iskis a vez gant ar “skeudennoù” a seblant e diavaez ar fiñv da vareoù zo.) re vil eo implij an 3D da gustum. Spi ‘m eus e heulio an holl skouer ar film-mañ evit-se.
    Ya marteze e seblant lu un tamm o istor karantez (ha c’hoazh, me ‘m eus kavet moutig kentoc’h ^^) met santet e vez ne bado ket, un doare prantad burzhudus eo bet evito holl… Me gav n’eo ket fall, klotañ a ra mat gant komzoù Yuki ouzhpenn, a gomz eus ur gontadenn.
    Ma, n’ouzon ket ma tiskouez ul luskad nevez bennak met plijus eo atav! 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: