Dielloù evit Gwengolo, 2012

Freak Angels 6

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 30, 2012 by geekezig

Setu, emañ strollad ar Freak Angels o soñjal e vefe poent dezho lakaat un tammig urzh er stlabez o deus bet lakaet pa oant yaouankoc’h. Ur c’hlozadur plijus, evit ur rummad bannoù-treset un tamm dizingal (dreist-holl e-kreiz an istor) met dedennus.

Advertisements

Misfits – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Gwengolo 29, 2012 by geekezig

Aet eo Nathan kuit da Las Vegas. Dieub eo ar strollad, gant galloudoù nevez… Buan e rankont distreiñ da ober labourioù a laz hollek avat, abalamour da Rudy, ur paotr nevez.
N’em eus ket kavet dedennus trede bloavezh Misfits. Estreget galloud Curtis (ha c’hoazh) ne oa netra ispisial gant ar galloudoù hag anzav a ran n’em eus ket kavet Rudy ken fentus ha Nathan, pell alese, groz na lavaran ket.
An trede rann, gant ar paotr a dres comics ‘m eus kavet plijus peogwir e lakae ac’hanon da soñjal e istorioù a c’hallen ijinañ pa oan er skolaj…
Met dres vras n’eus mann ebet pe dost  o c’hoarvezout (estreget darempred Kelly hag ar gwerzher galloudoù). N’eo ket fall ar rann diwezhañ kennebeut daoust din bezañ trist e vefe c’hoazh tudennoù nebeutoc’h goude… 😦

On the Ice

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 25, 2012 by geekezig

Ne vo ket kontet un istor leun a ijin e-barzh On the Ice. Al lec’h a zo ispisialoc’h dija. Tremen a ra an tren en ur gêriadenn e norzh Alaska, ur gêriadenn Iñupiaq. Daou baotr yaouank eus ar gumuniezh-se a lazh ur mignon dezho. Ur gwallzarvoud eo met aon o deus ha kregiñ a reont da gontañ gevier.
Un aergelc’h iskis a zo d’ar film : hini ur vuhez gant netra d’ober pe dost, heñvel-mik eus ur film a c’hallfe tremen en ur vanlev saoz pe un dra evelse ^^ hag ivez hini ur gumuniezh vihan, e-lec’h m’eo start kaout ur sekred.
Tamm-ha-tamm e vo bec’h war an daou baotr hag e vo lakaet o vignoniezh en arvar.
Plijet on bet gant fin ar film, reizh ha gwirheñvel. Tudenn tad Qalli a zo plijus-tre ivez.
Brav eston eo ar skeudennoù, soutil ar sonerezh. Gorrek eo un tamm ha n’eus ket kalz a dra o tremen (me soñje din e oa ur thriller met ur film psikologel eo kentoc’h). Kontet eo mat avat. Ral eo gwelet lec’hioù evelse war ar skrammoù, vad a ra ur wech an amzer.

John Arthur Livingstone : Le roi des singes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Gwengolo 25, 2012 by geekezig

Ur wech ouzhpenn on bet tapet un tamm abalamour d’ur golo a gaven brav. Lakaomp on bet levezonet gant kenseurted a lâre e oa mat ivez…
John Arthur Livingstone a ginnig poltred an den a anavezer bremañ gant anv Tarzan. E Londrez emañ o kontañ penaos en deus bevet e-touez al loened. E keit-se ez eus muntroù Jack the Ripper, dañjerus straedoù Londrez!
Ul liamm a seblant bezañ etre an daou peogwir e vez gwelet Livingstone evel un den-tre a c’hall dont da vezañ gouez (Dr. Jeckyll ha Mister Hyde)… Un tamm luzhiet em eus kavet tout ar meskaj-se.
An tresadennoù a zo iskis un tamm, dremmoù an dud dreist-holl… brav eston al livioù, sur.
Poan ‘m eus o kompren da belec’h emañ an istor-se o vont ha n’on ket bet plijet-tre e fin ar gont…

Daytripper

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 25, 2012 by geekezig

An deiz all em eus merzet golo Daytripper e gwerenn ar stal levrioù bannoù treset. Brav ‘m eus e gavet, kevrinus. E gwirionez em boa bet tro da welet anezhañ el levraoueg hep merzout anezhañ ha da lenn pennadoù meulus-tre hep derc’hel soñj…
Daytripper a zo iskis un tamm. Heuliet e vez Brás, ur brazilian o vevo e São Paolo. Gwelet e vo da vareoù disheñvel eus e “vuhez”. Lakaat a ran klochedigoù rak pep chabistr a echu gant e varv.
Penaos e c’hallfe treiñ an traoù, levezon hon dibaboù ha zo neuze kalon an istor. Familh, karantez, mignoniezh, hunvreoù ivez.
Fromus ken-ken eo. Ur spont zoken.
Un doare comics un tamm ‘zo d’an tresadennoù met prop ha sklaer eo bepred.
Poan ‘m eus o tisplegañ met ur bennoberenn eo Daytripper e pep keñver. Pep hini a vo fromet gant traoù disheñvel moarvat, hervez e oad, e istor… Met traoùigoù simpl ha pouezus ar vuhez a zo e-barzh. N’eus netra ouzhpenn, netra dreistordinal ha setu ivez penaos e c’hall pep hini bezañ tizhet.
Lennit Daytripper ha setu tout.

Amy et Isabelle

Posted in Levrioù with tags , , , , on Gwengolo 25, 2012 by geekezig

Adembannet eo bet Amy et Isabelle, ur romant bet embannet e 1998 er Stadoù-Unanet, nevez zo. Plijet bras e oan bet gant Olive Kitterdige setu ‘m eus bet c’hoant da zizoloiñ ar romant-mañ.
Mamm Amy eo Isabelle. Bevañ a reont o div en un ti bihan, en ur gêr vihan er Stadoù-Unanet, ur vuhez sioul e-kerzh ar bloavezhioù 60 pe 70.
E-kerzh an hañv e krog an dezrevelliñ, Amy a labour e memes labouradeg hag he mamm e plas ur plac’h klañv. Un tamm labour eviti en ur c’hortoz an distro-skol. Komprenet e vo avat ez eus c’hoarvezet traoù e-kerzh ar bloaz skol ha tamm-ha-tamm e vo diskuilhet an traoù deomp.
Gwir a-walc’h e seblant an traoù, ar santadoù, an darempredoù, ar rakvarnioù… Siwazh n’em eus ket kavet na fromus-tre na dedennus-kenañ e gwirionez. Un tammig re doare filmoù skinwel skignet goude merenn… N’eo ket dister hañ! (Daoust ma na guzulfen ket d’ar baotred a gavfe hir o amzer hag a vefe gwall nec’het gant ar skeudenn euzhus deusouto a zo en istor!) Met santet e vez eo bet skrivet araok Olive Kitteridge ha ne oa ket kement a nerzh gant skridoù Elizabeth Strout d’ar mare-se.

Scalped 5

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 25, 2012 by geekezig

Anat eo bremañ ‘m eus lennet Scalped 5 : Tudenn Bad Horse an hini na blij ket din. (Merzet em boa dija, ma ‘m eus soñj mat, met splan eo aze) Un den en deus e anavezet gwechall a vez heuliet, ur paotr du a vez o laerez arc’hant er c’hasinoioù. Kalzig traoù a zo diwar-benn ar paotr gwenn a felld dezhañ bezañ indian ha dreist-holl diwar-benn muntroù tud an FBI ha petra ‘zo c’hoarvezet er bloavezhioù 70. Domaj eo e tistrofe an istor davet Bad Horse er fin (^^”) a zo e stad fall-tre…
Ma! Dedennus bepred daoust d’an tuoù na blijont ket din (an haroz hag an tresañ!).

%d bloggers like this: