5 Ronin

5 Ronin a zo ur raktres un tammig drol : ijinañ penaos e vefe bet istor tudennoù heverk eus Marvel e-pad mare Edo e Japan. Wolwerine, Hulk, Deadpool ha daou all a zo e-barzh neuze. Ur chabistr a zo evit pep hini anezho gant un treser disheñvel bep tro. Tudennoù zo a vez gwelet e-barzh chabistr egile pe eben ivez.
N’eo ket fall ar mennozh met anzav a ran n’on ket barrek a-walc’h war tudennoù Marvel evit bezañ meiziet pep tra. Berr-berr eo an istorioù ha traoù samourai-ed klasel int : enor, dizenor, dial hag all. Un aergelc’h plijus met un tammig ordin ar memes tra. An tresadennoù a zo teñval-kenañ ha n’o deus ket plijet din dre ret, daoust ma klotont mat gant ar pezh a vez kontet.

Advertisements

3 Respont to “5 Ronin”

  1. seblant ‘ra bezañ plijus ! mod-pe-vod eo ur mennozh divoutin hag e vefen dedennet a-walch taolet ur sell war ar bt-se :p (un tamm evel hini a vesk tudennoù marvel ha zombied… marteze teus lennet ivez ?)

  2. Ya, ur mennozh divoutin eo, gwir eo! N’em eus ket lennet ar bt marvel-zombied, penaos eo anvet?

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: