Dream Boy

“Un voyage onirique et gothique au pays des amours adolescentes”. Setu penaos eo deskrivet Dream Boy war golo an DVD. N’ouzon ket perak e oan aet da ijinañ un dra un tammig evel Heavenly Creatures pe un dra evelse (gant paotred). Abaoe pell e welen an DVD el levraoueg hep e gemer peogwir e oa traoù all a gaven pouezusoc’h. An deiz all ‘m eus divizet e oa poent din gwelet petra oa.
En ur lañsañ an DVD e oa bruderezh evit a bep seurt filmoù gant heñvelrevidi, aze an hini ‘m eus gwelet e oa ar film e-touez an dastumad rainbow. Bon, perak ket hañ?
Dream Boy a dremen war ar maez er Stadoù-Unanet, ti-feurm, krennarded o vleniañ ha busoù melen ar skol. Nathan a erru gant e dud, ordin e vez e familh o tiloj. E amezeg Roy a zo el lise gantañ hag buan ez int dedennet an eil gant egile.
Sioul a-walc’h eo ar vuhez pa ne vez ket tad Nathan er gêr. Aon a ra d’ar paotr yaouank peogwir e teu da vezañ feulz pa ev (hag e ra kalzig eveljust).
Gorrek-tre eo ar film, e-kerzh an 20 munut kentañ e kaven hir ma amzer dija ha souezhet e oan kalzig gant an tu un tamm paour a oa gant an traoù : sonerezh re aloubus. Un doare soft-porn iskis? N’eo ket dres an dra-se e gwirionez. Pezh a zo n’eus kalz a dra gotek pe faltazi er film kennebeut. Gwall gwirheñvel eo zoken. Er fin, evel ma veze santet abaoe ur pennad e c’hoarvez traoù dramatek (evit tud troet fall o spered eveldon ec’h ijinen traoù kalz kalz gwashoc’h abaoe ma oa bet kaoz eus daoudoù paotred muntret er c’hoadoù) met diskouezet int evel un huñvre ha n’int ket fromus (padal e c’hallfent bezañ). Me lâr deoc’h ez eus filmoù a ziskouez gwalloù e doareoù kalz taeroc’h… :/
Hag echuiñ a ra an traoù gant daou pe dri dra faltazi (dre ret pa tremen an traoù en un ti sañset satanazet…). Hegaset on bet ivez gant an traoù a lak da gompren ez eo bet gwallgaset Nathan gant e dad. Marteze eo displeget gwelloc’h an traoù er romant (ya, ya, diazezet eo war “bestseller” (golo an DVD a lâr-se) Jim Grimsley. Teod fall on e gwirionez, peogwir en deus bet ar romant priz Stonewall a vez roet da levrioù diwar-benn an temoù LGDT (lesbianel gae divrevel treuzjenerad)) met aze e chom pep tra un tamm dispiz, moarvat. ‘M eus aon ne felle ket d’ar skipailh ober ur film re spontus met a-benn ar fin an disoc’h n’eo ket gwall dedennus.
D’am soñj ez eo honest ar film met re indie (piv en deus lâret cheap?)… war memes dodennoù (heñvelrevidi e bed ar rednecks) e oan bet kalz frometoc’h gant Brokeback Mountain.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: